KATEKIZ
BIHAN
SANT PIUS X


 

RAK-KATEKIZ_ 12

I. GWIRIONEZIOŁ PENNAŃ HOR FEIZ SANTEL_ 12

II. RANNOŁ PENNAŃ AR GELENNADUREZH KRISTEN_ 12

III. AKTOŁ A FEIZ, A ESPERAŃS, A GARANTEZ HAG A GEUZ_ 12

KATEKIZ BIHAN_ 20

KENTAŃ RANN : GWIRIONEZIOŁ PENNAŃ AR FEIZ 20

KENTEL 1: SIN AR GROAZ SANTEL_ 21

KENTEL 2: UNDED HA TREINDED DOUE 22

KENTEL 3: ENKORFADUR MAB DOUE_ 22

KENTEL 4 : DONEDIGEZH JEZUZ-KRIST DA ZIWEZH AR BED HAG AN DIV VARN_ 27

KENTEL 5: AN ILIZ SANTEL KATOLIK, GWALC'H AR PEC'HEDOŁ HA KEDUNIEZH AR SENT _ 27

EILVET RANN : AR BEDENN_ 28

KENTEL NEMETI : AR BEDENN_ 28

TREDE RANN : GOURC'HEMENNOŁ DOUE, RE AN ILIZ HAG AR PEC'HED_ 29

KENTEL 1. GOURC'HEMENNOŁ DOUE _ 30

I. GOURC'HEMENNOŁ DOUE DRE-VRAS_ 30

II. GOURC'HEMENNOŁ DOUE UNAN HAG UNAN 31

KENTEL 2. ERBEDENNOŁ AN ILIZ_ 35

KENTEL 3. AR PEC'HED _ 36

PEVARE RANN : AR SAKRAMANTOŁ_ 37

KENTEL 1: AR SAKRAMANTOŁ DRE VRAS_ 38

KENTEL 2: AR VADEZIANT_ 39

KENTEL 3: AR GOUZOUMENN_ 40

KENTEL 4: SAKRAMANT AN AOTER 42

§1. BEZAŃS GWIRION JEZUZ-KRIST EN EUKARISTIEZH_ 43

§2. KEFRIDI HAG EFEDOŁ AN EUKARISTIEZH_ 43

§3. PENAOS KOMUNIAŃ A-ZOARE. AN DEVER DA GOMUNIAŃ._ 44

§4. AN OFERENN : AN ABERZH SANTEL 45

KENTEL 5: AR BINIJENN  46

§1. PENAOS PRIENTIŃ AR BINIJENN : AN ENKLASK A GOUSTIAŃS_ 47

§2. AR C'HEUZ-BRAS HAG AR YOUL VAT   48

§3. AN EMDAMALL : ANZAV AR PEC'HEDOŁ _ 48

§4. AN ABSOLVENN HAG AN DIC'HAOUIŃ 49

KENTEL 6: AN NOUENN_ 49

KENTEL 7: AN URZH_ 50

KENTEL 8: AR BRIEDELEZH_ 50

PEMPVET RANN : AR VERTUZIOŁ DOUEONIEL_ 50

KENTEL NEMETI : AR VERTUZIOŁ DOUEONIEL_ 51

§1. AR FEIZ_ 51

§2. AN ESPERAŃS _ 52

§3. AR GARANTEZ _ 52

§4. AN AKTOŁ A FEIZ, A ESPERAŃS HAG A GARANTEZ_ 52

 




RAK-KATEKIZ




I. GWIRIONEZIOŁ PENNAŃ HOR FEIZ SANTEL



Grit sin ar groaz.


En anv an Tad hag ar Mab hag ar Spered Santel. Evel-se bezet graet.


Lavarit se e latin.


ln nomine Patris et Filii et Spiritus Sancti. Amen.


Piv en deus krouet ac’hanoc’h ?


An Aotrou Doue an hini en deus krouet ac’hanon.


Evit petra en deus an Aotrou Doue ho krouet hag ho lakaet er bed?


An Aotrou Doue en deus krouet ac’hanon evit anavezout anezhań, karout anezhań ha servij anezhań er bed-mań, hag evit bezań gantań da viken er bed all.


Petra eo an Aotrou Doue ?


An Aotrou Doue a zo ur Boud peurvat, Krouer ha mestr an neńv hag an douar.


Un Doue ez eus nemetken ?


Ya! N’eus nemet un Doue.


E pelec’h emań an Aotrou Doue ?


En neńv, war an douar hag e pep lec’h emań an Aotrou Doue.


Ha pep tra a vez gwelet gant an Aotrou Doue ?


Ya, pep tra a vez gwelet gant an Aotrou Doue, betek hor sońjoł zoken.


Hag an Aotrou Doue ez eus bet anezhań a-viskoazh ?


Ya, an Aotrou Doue ez eus anezhań a-viskoazh ha da viken : n’eo ket suj d’an amzer.


Hag an Aotrou Doue a zo dezhań ur c'horf eveldomp ?


An Aotrou Doue n'eus ket a gorf dezhań peogwir ez eo spered penn-da-benn.


Pet Person ez eus en Aotrou Doue ?


Tri Ferson disheńvel-mat ez eus en Aotrou Doue.


Pe anv eo an tri Ferson en Aotrou Doue ?


An Tad, ar Mab hag ar Spered Santel eo o anv.


Ha kevatal eo Personed an Dreinded Santel-tre etrezo ?


Kevatal eo penn-da-benn Personed an Dreinded Santel-tre etrezo, peogwir ez int kensolwez.


Pehini eus an tri Ferson a zo en em c’hraet den ?


An eilvet Person, da lavaret eo ar Mab, eo en deus en em c’hraet den.


Penaos en deus Mab Doue em c’hraet den ?


Mab Doue en deus em c'hraet den dre gemer ur c'horf hag un ene, evel hor re-ni, e korf glan-tre ar Werc’hez Vari, dre obererezh ar Spered Santel.


Pe anv eo Mab Doue aet da zen ?


Jezuz-Krist eo anv Mab Doue aet da zen.


Piv eo Jezuz-Krist neuze ?


Mab Doue aet da zen eo Jezuz Krist.


Perak en deus Mab Doue em c’hraet den ?


Evit salviń ac’hanomp en deus Mab Doue em c'hraet den.


Petra e talvez : “evit salviń ac’hanomp” ?


“Evit salviń ac’hanomp” a dalvez dieubiń ac’hanomp eus ar pec’hed hag eus an ifern, ha bezań dellezek eus gloar ar baradoz.


Petra a vez roet gant an dud er baradoz ?


Er baradoz e vez roet d'an dud gwelout an Aotrou Doue ha kement mad a zo, hep gouzańv tamm droug ebet.


Petra a c'houzańver en ifern ?


En ifern e c’houzańver da viken ezvezańs gwel an Aotrou Doue, an tan treamzerel hag an holl poanioł, hep tamm mad ebet.


Piv a vez kondaonet d’an ifern ?


Kondaonet e vez d’an ifern ar re o deus nac'het karout ha servij an Aotrou Doue hag a varv hep keuz.


Petra en deus graet Hor Salver Jezuz-Krist evit salviń ac’hanomp ?


Evit hor salviń, Hor Salver Jezuz-Krist en deus gouzańvet ha marvet eo war ar groaz.


Ha dasorc’het eo Hor Salver Jezuz-Krist ?


Hor Salver Jezuz-Krist, tri deiz war-lerc’h e varv, a zo dasorc“het gourzrec’hus ha gant gloar, ha ne varvo mui biken.


II. RANNOŁ PENNAŃ AR GELENNADUREZH KRISTEN

Pe re eo rannoł pennań ar gelennadurezh gristen ?


Peder rann bennań ez eus er gelennadurezh kristen : ar Gredo, ar Pater noster, ar Gourc’hemennoł hag ar Sakramantoł.


Lavarit ar Gredo, da lavaret eo : Krediń a ran e Doue


1. Krediń a ran en Aotrou Doue, an Tad hollc'halloudek, krouer an neńv hag an douar.
2. Hag e Hor Salver Jezuz-Krist, e vab unganet, hon Aotrou.
3. A zo bet końsevet dre nerzh ar Spered Santel, ganet gant ar Werc’hez Vari.
4. En deus gouzańvet dindan Pońs Pilat, a zo bet kroazstaget, marvet ha sebeliet.
5. A zo diskennet d’an ifernioł ; d’an trede deiz eo savet a varv da vev ;
6. Pignet eo d’an neńv hag azezet en tu dehoł da'n Aotrou Doue, an Tad hollc'halloudek.
7. Ac'hano e teuio da varn ar re vev hag ar re varv ;
8. Krediń a ran er Spered Santel ;
9. Krediń a ran an Iliz Santel, Katolik ; e keduniezh ar Sent ,
10. E pardon ar pec’hedoł ;
11. E dasorc’hidigezh ar c’hig ;
12. Er vuhez treamzerel. Evel-se bezet graet.


Lavarit ar Gredo e latin.


1. Credo in Deum Patrem omnipotentem, Creatorem cœli et terrae.
2. Et in Jesum Christum Filium ejus unicum, Dominum nostrum.
3. Qui conceptus est de Spiritu Sancto, natus ex Maria Virgine ;
4. Passus sub Pontio Pilato, crucifixus, mortuus et sepultus.
5. Descendit ad inferos ; tertia die resurrexit a mortuis.
6. Ascendit ad cœlos, sedet ad dexteram Dei Patris omnipotentis.
7. Inde venturus est judicare vivos et mortuos.
8. Credo in Spiritum Sanctum,
9. Sanctam Ecclesiam Catholicam, Sanctorum communionem,
10. Remissionem peccatorum.
11. Carnis resurrectionem,
12. Vitam aeternam. Amen.


Lavarit ar Pater Noster e brezhoneg.


Hon Tad, hag a zo en neńv,
1. Hoc'h anv bezet santelaet ;
2. Ho rouantelezh deuet deomp ;
3. Ho polontez bezet graet war an douar evel en neńv ;
4. Roit deomp hiziv hor bara pemdeziek ;
5. Pardonit deomp hor pec’hedoł evel ma pardonomp d’ar re o deus manket ouzhomp ;
6. Ha n’hol lezit ket da gouezhań en temptadur,
7. Met hon diwallit diouzh an droug. Evel-se bezet graet.


Lavarit ar Pater Noster e latin.


Pater noster qui es in cœlis,
1. Santificetur nomen tuum ;
2. Adveniat regnum tuum ;
3. Fiat voluntas tua sicut in caelo et in terra ;
4. Panem nostrum quotidianum da nobis hodie ;
5. Et dimitte nobis debita nostra sicut et nos dimittimus debitoribus nostris ;
6. Et ne nos inducas in tentationem ;
7. Sed libera nos a malo. Amen.


Ur bedennig all ez eus ouzhpenn ar Pater Noster, neketa?


Ouzhpenn ar Paster Noster, ez eus ivez an Ave Maria ma saludomp ha pedomp drezań ar Werc’hez Vari Santel-tre.


Lavarit an Ave Maria e brezhoneg.


Salud, Mari, leun a c'hras, an Aotroł Doue a zo ganeoc’h, benniget oc’h dreist an holl gwragez ha benniget eo ivez frouezh ho korf Jezuz. Santez Mari, Mamm da Zoue, pedit evidomp pec’herion, bremań ha da eur hor marv. Amen.


Lavarit an Ave Maria e latin.


Ave, Maria, gratia plena, Dominus tecum. Benedicta tu in mulieribus et benedictus fructus ventris tui, Jesus. Sancta Maria, Mater Dei, ora pro nobis peccatoribus, nunc et in hora mortis nostrae. Amen.


Ur bedennig ez eus en enor an Dreinded Santel, neketa?


Ar Gloria a lavarer en enor an Dreinded Santel.


Lavarit ar Gloria e brezhoneg.


Klod d’an Tad ha d'ar Mab ha d'ar Spered Santel, evel ma oa er penn kentań, ha bremań ha da viken a gantvedoł da gantvedoł. Evel-se bezet graet.


Lavarit ar Gloria e latin.


Gloria Patri et Filio et Spiritui Sancto; sicut erat in principio, et nunc et semper et in saecula sreculorum. Amen.


Pet gourc’hemenn a ro an Aotrou Doue deomp ? Pere ez int ?


Dek gourc’hemenn a ro an Aotrou Doue deomp. Me eo an Aotrou da Zoue ;
1) N’az po ket a zoueed all estregedon-me ;
2) Ne zistagi ket en aner anv an Aotrou ;
3) Az pez sońj da santelaat ar festoł ;
4) Da dad ha da vamm a enori ker pell ha ma vevi ;
5) Ne lazhi ket ;
6) Ne vagi ket a sońjoł dic’hlan ;
7) Ne laeri ket ;
8) Ne falstestinii ket ;
9) Ne c’hoantai ket gwreg an nesań ;
10) Ne c'hoantai ket madoł an nesań.


Pet gourc’hemenn a ra an Iliz ouzhomp ? Pere ez int ?


Pemp gourc’hemenn a ra an Iliz ouzhomp :
1) Selaou an oferenn bep sul ha da geńver an holl goueloł arbennik.
2) Yuniń e-pad ar C’horaiz, ar Pevar-Amzer hag ar Vijiloł gourc’hemennet ; na zebriń kig an deizoł difennet ;
3) Kofes ur wech ar bloaz da nebeutań, ha kevuniań da geńver Pask er barrez ;
4) Paeań an deog dleet d’an Iliz hervez ar c’hiz ;
5) Na eurediń er marevezhioł difennet, da lavaret eo adalek kentań sul an Avent betek an Epifaniezh, hag adalek kentań deiz ar C’horaiz betek eizhetez Pask.


Pet sakramant ez eus ? Pere ez int ?


Seizh sakramant ez eus : 1) Ar Vadeziant ; 2) Ar Gouzoumenn ; 3) An Eukaristiezh ; 4) Ar Binijenn ; 5) An Nouenn ; 6) An Urzh ; 7) Ar Briedelezh.


Piv en deus krouet ar sakramantoł-se ?


Hor Salver Jezuz-Krist an hini en deus krouet ar sakramantoł-se.


III. AKTOŁ A FEIZ, A ESPERAŃS, A GARANTEZ HAG A GEUZ

Lavarit an Akt a Feiz.


Krediń a ran start, o va Doue, en holl bennadoł eus ar feiz, en o douez ez eus un Doue nemetken e tri Ferson doueel, kevatal ha disheńvel an eil diouzh egile, a vez graet anezho an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel ; en deus ar Mab em c’hraet den, dre gemer ur c’horf denel dre obererezh ar Spered Santel, hag un ene denel e kof ar Werc’hez-Vari peurc’hlan ; marvet eo evidomp war ar groaz ; dasorc’het eo, pignet eo d’an neńv, ha da ziwezh ar bed e tiskenno evit barn an holl re vev ha marv, ha reiń da viken ar baradoz d’ar re vat hag an ifern d’ar re fall. D'ho heul, o va Doue, e kinnig an Iliz Santel ar pennadoł-se da grediń. O diskuliet hoc'h eus dezhi ha faziań n'hellit ket, nag hol lakaat da faziań, dre ma’z oc'h ar Wirionez end-eeun.


Lavarit an Akt a Esperańs.


Va Doue, va holl esperańs, ennoc'h emań va holl fiziańs : esperiń a ran digant ho madelezh, mirout ho kourc'hemennoł, dre sikour dellid, pasion ha marv Jezuz va Salver, evel-se, dre m'hoc'h eus o grataet ha dre ma'z oc'h hollc'halloudek, holldrugarezus, dre ma talc'hit atav d'ho ker, 'mo gras d'ober va Silvidigezh, ha da vont d’ar Baradoz er bed all.


Lavarit an Akt a Garantez.


Va Doue, ho karout a ran a-greiz va c'halon ha dreist kement tra a zo, abalamour ma'z oc'h peurvat ha din meurbet da vezań karet. Va nesań a garan ivez eveldon va-unan abalamour deoc'h, va Doue.


Lavarit an Akt a Zamazreg hag a Geuz.


O ! Va Doue, keuz-bras a sav din a-greiz ma c’halon a vezań bet anoazet ac’hanoc’h. Keuz bras din abalamour d’an ifern a zellezan bezań lakaet e-barzh hag abalamour d’ar baradoz am eus kollet ; keuz brasoc’h din avat peogwir em eus dre ma fec'hed anoazet un Doue mat hag uhel eveldoc'h. Gwelloc’h e kavfen bezań marv kentoc’h eget bezań anoazet ac’hanoc’h ; ha kinnig a ran start na bec’hiń biken mui, ha tec’hout dalc’hmat rak an holl digarezioł da bec'hiń.


Gant peseurt pedenn all e saludomp hag e c’halvomp ar Werc’hez Vari Santel-tre ?


Gant ar Salve Regina e saludomp hag e c’halvomp ar Werc’hez Vari Santel-tre.


Dibunit ar Salve Regina e brezhoneg.


Salud, Rouanez, o Mari, Mamm a druez ; buhez ha douster hag esper hoc'h c'haeznez. Etrezek ennoc'h e kriomp e-kreiz hon arvar. Klevit hon huanad, pa c'harmomp en daeroł eus an draonienn-mań a c'hlac'har. Troit eta war-zu hon dienez, kened dispar, ho taoulagad trugarezus, hon advokadez! Ha Jezuz, ho Mab santel, frouezhenn ho korf benniget, en diskouezit dimp en Neńvoł, er vuhez, Mamm ken dous, o ken mat, o Mamm ar joa, Itron Varia.


Dibunit ar Salve Regina e latin.


Salve, Regina, Mater misericordiae ; vita dulcedo et spes nostra, salve. Ad te clamamus, exules fi1ii Hevae. Ad te suspiramus, gementes et fientes, in hac lacrymarum valle. Eia ergo advocata nostra, illos tuos misericordes oculos ad nos converte. Et Jesum, benedictum fructum ventris tui, nobis post hoc exilium ostende. O clemens, o pia, o dulcis Virgo Maria!


Gant peseurt pedenn all e saludomp hag e c’halvomp hon Ael Mat?


Gant an Angele Dei e saludomp hag e c’halvomp hon Ael Mat.


Dibunit an Angele Dei e brezhoneg.


Ael a Zoue, c’hwi hag a zo ma ziwaller dre ur vadelezh eus karantez an Aotrou Doue, sklerijennit-me, gwarezit-me ha renit-me.


Dibunit an Angele Dei e latin.


Angele Dei, qui custos es mei, me tibi commissum pietate superna, hodie illumina, custodi, rege et guberna.


Pe pedennoł all a zo boutin evit ar gristenion ?


Ar pedennoł boutin all evit ar gristenion a zo : ar c’h- Confiteor, an Angelus Domini hag ar Requiem aeternam evit ar re varv.


Dibunit ar c’h-Confiteor e brezhoneg.


Kofes a ran da Zoue hollc’halloudek, da Vari gwenvidik ha gwerc’hez da viken, da Sant Mikael Arc’hael, da Sant Yann-Vadezour, d’an Ebestel Sant Per ha Sant Paol, d’an holl Sent (ha deoc’h-c’hwi, ma Zad), em eus pec’het kalz, dre sońjal, dre gomz ha dre ober, dre va faot, dre va faot, dre va brasań faot. Setu perak ez aspedan Mari gwenvidik ha gwerc’hez da viken, Sant Mikael Arc’hael, Sant Yann-Vadezour, an Ebestel Sant Per ha Sant Paol, an holl Sent (ha c’hwi ivez, ma Zad), da bediń evidon Doue hon Aotrou.


Lavarit ar c'h-Confiteor e latin.


Confiteor Deo omnipotenti, beatae Mariae semper Virgini, beato Michaeli archangelo, beato Joanni Baptistre, Sanctis Apostolis Petro et Paulo, omnibus Sanctis, (et tibi, Pater), quia peccavi nimis cogitatione, verbo et opere, mea culpa, mea culpa, mea maxima culpa. Ideo precor beatam Mariam semper Virginem, beatum Michaelem archangelum, beatum Joannem Baptistam, sanctos Apostolos Petrum et Paulum, omnes Sanctos (et te, Pater), orare pro me ad Dominum Deum nostrum.


Dibunit an Angelus Domini e brezhoneg.


Ael an Aotroł a zegasas kemenn da Vari, ha konsevel a reas dre vertuz ar Spered-Santel. Ni ho salud, Mari, h.a.
Setu matezh an Aotrou ; ra vezo graet hervez ho komzoł. Ni ho salud, Mari, h.a.
Hag ar Verb en deus em c’hraet kig ; bevet en deus en hon touez. Ni ho salud, Mari, h.a.


Dibunit an Angelus Domini e latin.


Angelus Domini nuntiavit Mariae et concepit de Spiritu Sancto. Ave Maria, etc.
Ecce ancila Domini, fiai mihi secundum verbum tuum. Ave, Maria, etc.
Et Verbum caro factum est; et habitavit in nobis.
Ora pro nobis, sancta Dei Genitrix.
Ut digni efficiamur promissionibus Christi.
Oremus
Gratiam tuam, quaesumus, Domine, mentibus nostris infunde, ut qui, Angelo nuntiante, Christi Filii lui Incarnationem cognovimus, per passionem ejus et crucem ad resurrectionis gloriam perducamur. Per eumdem Christum Dominum nostrum. Amen.


Pegoulz e ranker dibunań an Angelus Domini ?


Da veure, da greisteiz, ha da noz pa son ar c’hleier e ranker dibunań an Angelus Domini.


Dibunit e brezhoneg ar Requiem aeternam evit eneoł santel ar purgator.


Roit dezho an diskuizh treamzerel, Aotrou ; ra vezint sklerijennet gant ar goulou peurbadel ! Ra ziskuizhint e peoc’h. Evel-se bezet graet.


Dibunit e latin ar Requiem aeternam evit eneoł santel ar purgator.


Requiem aeternam dona eis, Domine; et lux perpetua luceat eis. Requiescant in pace. Amen.


Pe bedenn all a zibuner evit eneoł ar purgator ?


An De Profundis a zibuner ivez evit eneoł ar purgator :
De profundis clamavi ad te, Domine; exaudi vocem meam. Sustinuit anima mea in verbo ejus ; speravit anima mea in Domino. Et ipse redimet Israel, ex omnibus iniquitatibus ejus. Requiem aeternam dona eis, Domine? Et lux perpetua luceat eis.


KATEKIZ BIHAN

KENTAŃ RANN : GWIRIONEZIOŁ PENNAŃ AR FEIZ

KENTEL 1: SIN AR GROAZ SANTEL

Ha kristen oc’h ?


Ya, kristen on dre c'hras Doue.


Petra eo bezań kristen ?


Bezań kristen a zo diskleriań feiz ha lezenn Jezuz-Krist.


Penaos ez aer da gristen ?


Dre ar Vadeziant Santel ez aer da gristen.


Pehini eo sin ar gristenion ?


Sin ar groaz eo sin ar gristenion.


Penaos e rit sin ar groaz ?


Sin ar groaz a ran dre lakaat ma zorn dehou d’am fenn ha lavarout : En Anv an Tad ; d’am bruched war-lerc’h, en ur lavarout : Hag ar Mab ; ha war-lerc’h d’am skoaz kleiz ha d’am skoaz dehou, en ur lavarout : Hag ar Spered Santel ; hag en diwezh e lavaran : Evel-se bezet graet .


Perak eo sin ar groaz sin ar gristenion ?


Sin ar groaz a zo sin ar gristenion, peogwir e lak kemm etre ar gristenion hag ar re zivadez.


Petra a vez aroueziet gant sin ar groaz ?


Misterioł pennań hor feiz a vez aroueziet gant sin ar groaz.


Petra eo misterioł pennań hor feiz ?


Misterioł pennań hor feiz ez eus daou anezho : 1) Unanded ha Treinded Doue ; 2) Enkorfadur, Pasion ha Marv Hon Aotrou Jezuz-Krist.


Petra e talvez : Unanded Doue ?


Unanded Doue a dalvez n'eus nemet un Doue.


Petra e talvez : Treinded Doue ?


Treinded Doue a dalvez ez eus e Doue tri Ferson kevatal etrezo ha disheńvel an eil diouzh egile, a reer anezho an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel.


Penaos eo sin ar groaz un arouez eus Unanded ha Treinded Doue ?


Sin ar groaz a zo un arouez eus Unanded ha Treinded Doue, rak pa lavaromp En anv e tiskleriomp ez eus un Doue nemetken, ha pa lavaromp An Tad, hag ar Mab hag ar Spered Santel e tiskleriomp ez eus e Doue tri Ferson disheńvel evit gwir.


Petra e talvez : Enkorfadur, Pasion ha Marv hon Aotrou Jezuz-Krist ?


Enkorfadur, Pasion ha Marv hon Aotrou Jezuz-Krist a dalvez en deus Mab Doue em c’hraet den, en deus gouzańvet hag ez eo marvet war ar groaz evit salviń ac’hanomp.


Penaos eo sin ar groaz un arouez eus Enkorfadur, Pasion ha Marv hon Aotrou Jezuz-Krist ?


Sin ar groaz a zo un arouez eus Enkorfadur, Pasion ha Marv hon Aotrou Jezuz-Krist, peogwir e kas sońj da unan ar sin-se ez eo marvet war ar groaz Mab Doue graet den.


Ha talvoudus eo ober alies sin ar groaz ?


Talvoudus-tre eo ober alies sin ar groaz, rak ar sin-se a advuhezeka ar feiz, a argas an temptadurioł hag a c’hall degas deomp kalz grasoł a-berzh Doue.


Pegoulz eo mat ober sin ar groaz ?


Mat eo ober sin ar groaz da veure en ur sevel, ha da noz en ur vont da gousket ; a-raok ha war-lerc’h ar predoł hag al labour ; en ur vont tre en un iliz hag en ur zont er-maez anezhi ; ha dreist-holl a raok ober ur bedenn.


KENTEL 2 : UNDED HA TREINDED DOUE

Ha kompren a rit penaos an tri Ferson doueel disheńvel evit mat n’int koulskoude nemet un Doue ?


Ur mister eo, ne c’hallomp ket kompren anezhań, rak Doue a zo diharz ha digomprenadus ; krediń a rankomp er mister-se avat, rak Doue e-unan en deus en diskuliet deomp.


Pe anv eo ar mister-se ?


Mister santel-tre an Dreinded a reer anezhań.


Petra a vennit lavarout gant an droienn-mań : Mister santel-tre an Dreinded ?


Pa lavaran


Mister santel-tre an Dreinded


e ran anv eus un Doue nemetken e tri Ferson disheńvel evit gwir : an Tad, ar Mab hag ar Spered santel.


Petra e talvez : tri Ferson disheńvel evit gwir ?


Kement-se a dalvez n’eo ket an Tad ar Mab, n’eo ket ar Mab ar Spered Santel, hag ar Spered Santel n’eo nag an Tad nag ar Mab.


Pehini eo Person kentań an Dreinded santel-tre ?


An Tad eo Person kentań an Dreinded santel-tre.


Pehini eo trede Person an Dreinded santel-tre ?


Ar Spered Santel eo trede Person an Dreinded santel-tre.


Perak eo an Tad Person kentań an Dreinded santel-tre ?


Kentań Person an Dreinded santel-tre eo an Tad, peogwir ne zeu diwar Person all ebet hag e teu an daou Berson all diwarnań.


Perak eo ar Mab eilvet Person an Dreinded santel-tre ?


Eilvet Person an Dreinded santel-tre eo ar Mab, peogwir e vez engehentet gant an Tad.


Perak eo ar Spered Santel trede Person an Dreinded santel-tre ?


Trede Person an Dreinded santel-tre eo ar Spered Santel, peogwir e teu diwar an Tad hag ar Mab.


Hag an Tad a zo Doue ?


Ya, an Tad a zo Doue.


Hag ar Mab a zo Doue ?


Ya, ar Mab a zo Doue.


Hag ar Spered Santel a zo Doue ?


Ya, ar Spered Santel a zo Doue.


Pep Person a zo Doue, an tri Ferson a zo tri doue neuze ?


Tri Ferson an Dreinded Santel n’int ket tri doue, met un Doue nemetken.


Perak kement-mań : Tri Ferson an Dreinded Santel a zo un Doue nemetken ?


Tri Ferson an Dreinded Santel a zo un Doue nemetken, rak pep hini anezho a zo gantań ar solwez doueel, ez eus unan anezhi nemetken.


E-touez an Tri Ferson-se, pehini eo an hini brasań, an hini galloudusań, an hini furań ?


Kevatal eo etrezo an tri Ferson doueel : peogwir ez int an hevelep solwez o deus ivez an hevelep galloud, an hevelep furnez, an hevelep madelezh.


Hag an Tad a oa anezhań a-raok ar Mab hag ar Spered Santel ?


An Tad ne oa ket anezhań a-raok ar Mab hag ar Spered Santel, rak en hevelep treamzer emań an tri Ferson doueel.


KENTEL 3: ENKORFADUR MAB DOUE

Petra e talvez ar ger “enkorfadur” ?


Enkorfadur a dalvez en deus eilvet Person an Dreinded santel-tre, ar Mab, em c’hraet den.


Penaos en deus Mab Doue em c’hraet den ?


Mab Doue en deus em c’hraet den dre gemer ur c’horf hag un ene evel hor re-ni e kof glan-tre ar Werc’hez Vari, dre obererezh ar Spered Santel.


Mab Doue, p’en deus en em c'hraet den, ha paouezet en deus a vezań Doue ?


Mab doue, p’en deus en em c'hraet den, n’en deus ket paouezet a vezań Doue ; Doue eo chomet, met kroget en deus da vezań den ivez.


Pe anv eo Mab Doue graet den ?


Jezuz-Krist eo anv Mab Doue graet den.


Ha Jezuz-Krist ez eus bet anezhań a viskoazh ?


Jezuz-Krist an Doue ez eus bet anezhań a viskoazh ; Jezuz-Krist an den n’eus anezhań nemet abaoe mare an enkorfadur.


Piv eo Tad Jezuz-Krist ?


An Tad treamzerel eo Tad nemetań Jezuz-Krist, rak an hevelep Mab da Zoue, engehentet en e solwez doueel gant kentań Person an Dreinded santel-tre, a zo bet engehentet er Werc’hez Vari, dre obererezh ar Spered Santel en e natur denel.


Perak en deus Mab Doue em c’hraet den ?


Evit salviń ac’hanomp en deus Mab Doue em c'hraet den.


Ha gallet hor bije em salviń drezomp hon-unan, pa n’en dije ket Mab Doue em c'hraet den ?


Pa n’en dije ket Mab Doue em c'hraet den, n'hor bije ket gallet em salviń drezomp hon-unan : abalamour da bec’hed Adam, hon tad kentań, e oamp holl sklaved d’an diaoul, argaset da viken eus ar baradoz.


Petra e oa pec’hed Adam ?


Pec’hed Adam a oa ur pec’hed grevus a lorc’hentez hag a zisentidigezh.


Peseurt droug en deus graet pec’hed Adam ouzhomp ?


Pec’hed Adam en deus lamet diouzhomp gras Doue, ha taolet warnomp an diouiziegezh, an tech d’an droug, ar marv hag an holl walennoł all.


E pelec'h eo ganet Jezuz-Krist ?


Jezuz-Krist a zo ganet en ur c’hraou e Betlehem hag astennet eo bet war ur prezeb.


Perak e felle da Jezuz-Krist bezań ganet paour e-giz-se ?


Jezuz-Krist a felle dezhań bezań ganet paour e-giz-se evit kelenn deomp na lakaat hon eurvad e pinvidigezhioł, enorioł ha plijadurioł ar bed-mań.


Petra a zo bet sevenet gant Jezuz-Krist e-pad e vuhez varvel ?


E-pad e vuhez varvel en deus Jezuz-Krist kelennet hent an neńv dre brezeg ha dre reiń skouer, en ur gretaat e gelennadurezh gant burzhudoł.


Petra en deus graet Jezuz-Krist evit salviń ac’hanomp ?


Evit hor salviń, Jezuz-Krist en deus gouzańvet ha marvet eo war ar groaz.


Ha marvet eo an Doue Jezuz pe an den Jezuz ?


An den Jezuz-krist an hini a zo marvet, rak an Doue Jezuz-Krist ne c’hall na gouzańv na mervel.


Goude marv Jezuz-Krist, petra a zo bet graet gant e gorf ?


Goude marv Jezuz-Krist, sebeliet eo bet e gorf.


Da belec’h eo aet ene Jezuz-Krist war-lerc’h e varv ?


War-lerc’h e varv, ene Jezuz-Krist a zo diskennet el limboł evit dieubań eneoł an Tadoł santel, da lavaret eo an dud santel marvet en e raok.


Pet devezh eo chomet korf santel-tre Jezuz-Krist er bez ?


E-pad tri devezh eo chomet korf santel-tre Jezuz-Krist er bez, devezhioł diglok avat : darn eus ar Gwener, ar Sadorn a-bezh, betek gouloł-deiz ar Sul. Neuze eo dasorc’het glorius ha gourzrec’hus, ha biken ne varvo mui.


Petra e talvez “dasorc’het” ?


“Dasorc’het” a dalvez e voe adunanet ene Jezuz-Krist gant e gorf.


Pet devezh eo chomet Jezuz-Krist war an douar-mań war-lerc’h bezań bet dasorc’het ?


War-lerc’h bezań bet dasorc’het, Jezuz-Krist a chomas daou-ugent deiz war an douar-mań, evit startaat feiz e ziskibled.


Da belec’h ez eas Jezuz-Krist war-lerc’h an daou-ugent devezh-se ?


War-lerc’h an daou-ugent devezh-se, Jezuz-Krist a bignas d’an neńv, hag azezet eo eno bremań e tu dehou an Tad hollc’halloudek.


Ha Jezuz-Krist en deus kaset eus an neńv ar Spered-Santel d’e Iliz ?


Jezuz-Krist en deus kaset ar Spered-Santel d’e Iliz da zeiz ar Pantekost, dek deiz war-lerc’h bezań bet pignet d’an neńv.


Ha Jezuz-Krist a zo bremań en neńv nemetken ?


Jezuz-Krist an Doue a zo e pep lec’h ; evel den-Doue emań en neńv koulz hag e Sakramant Santel-bras an Aoter.


KENTEL 4 : DONEDIGEZH JEZUZ-KRIST DA ZIWEZH AR BED HAG AN DIV VARN

Ha Jezuz-Krist a zeuio en-dro hag a vezo gwelet adarre war an douar-mań ?


Jezuz-Krist a zeuio en-dro hag a vezo gwelet adarre war an douar-mań, da varn ar re vev hag ar re varv, da lavaret eo an dud vat hag an dud fall.


Diwar betra e varno Jezuz-Krist ac’hanomp ?


Jezuz-Krist a varno ac’hanomp diwar an holl vat hag an holl zroug bet graet ganeomp.


Petra e teuio hon ene da vezań, diouzhtu war-lerc’h ar marv ?


Diouzhtu war-lerc’h hor marv, hon ene en em gavo e lez-varn Jezuz-Krist evit rentań kont eus e oberoł.


Div varn e vo neuze ?


Ya, div varn e vo, unan hiniennel diouzhtu war-lerc’h ar marv, hag eben hollel da ziwezh ar bed.


Petra e teuio hon ene da vezań, war-lerc’h ar varn hiniennel ?


War-lerc’h ar varn hiniennel mar d-emań an ene e stad a c’hras ez a d’ar baradoz ; mar d-emań e stad a bec’hed marvel ez a d’an ifern ; mar d-emań e stad a c’hras met ma chom ganti dleoł ouzh Reizhder Doue, e rank tremen dre ar purgator kent bezań degemeret er baradoz.


Petra eo ar purgator?


Ar purgator a zo ul lec’h a zaspren evit an eneoł n’o deus ket c’hoazh peurbaeet o zle da Reizhder Doue, daoust dezho bezań e stad a c’hras.


Ha divec’hiań a c’hellomp eneoł ar purgator eus o foanioł ?


Ya, divec’hiań a c’hellomp eneoł ar purgator eus o foanioł, gant ar pedennoł, an induljańsoł, an aluzen hag an oberennoł mat all, ha gant an Oferenn santel dreist-holl.


Ha dasorc’hiń a raio hor c’horf ?


Da zeiz ar varn hollel e tasorc’ho hor c’horf ; goude-se ez ay an dud, korf hag ene, er baradoz pe en ifern, hervez o oberoł mat pe fall.


Ha peursur eo ez eus un ifern bennak ?


Ya, peursur eo, rak ar Feiz a gelenn e vezańs deomp.


Pegeit e chomo an dud fall en ifern ?


Da viken e chomo an dud fall en ifern.


Hag ur pec’hed nemetken a zo a-walc’h evit talvezout kastiz an ifern ?


Ya, ur pec’hed marvel nemetken a zo a-walc’h evit talvezout kastiz an ifern.


Pegeit e chomo an dud vat er baradoz ?


Da viken e chomo an dud vat er baradoz.


Hag an holl dud a zo krouet evit ar baradoz ?


Ya, an holl dud a zo krouet evit ar baradoz.


Perak neuze ne d-a ket an holl d’ar baradoz ?


Ne d-a ket an holl d’ar baradoz, peogwir ne ra ket an holl kement hag a zo ret evit bezań salvet.


Petra a ranker ober evit bezań salvet ?


Krediń e Jezuz-Krist ha bevań hervez gourc’hemennoł Doue a ranker ober evit bezań salvet.


KENTEL 5: AN ILIZ SANTEL KATOLIK, GWALC’H AR PEC’HEDOŁ HA KEDUNIEZH AR SENT

Petra eo an Iliz santel katolik ?


Hollad an holl re vadezet, a gred hag a ziskler o feiz er C’hrist hor Salver, a gemer perzh en hevelep sakramantoł hag a zegemer evel Vikel ar C’hrist war an douar hon Tad Santel ar Pab e Roma.


Piv en deus ensavet an Iliz?


Jezuz-Krist en deus ensavet an Iliz.


Perak en deus Jezuz-Krist ensavet an Iliz?


Jezuz-Krist en deus ensavet an Iliz evit ma c’hallfe an holl dud kavout enni peadra da vezań salvet da viken.


Pe re eo ar binviji pennań a gaver en Iliz evit kaout ar vuhez treamzerel ?


Ar binviji pennań a gaver en Iliz evit kaout ar vuhez treamzerel a zo : ar gwir feiz, ar c’hras dre ar sakramantoł, gwalc’h ar pec’hedoł ha keduniezh ar sent.


Petra e talvez “Gwalc’h ar pec’hedoł” ?


Gwalc’h ar pec’hedoł a dalvez en deus Jezuz-Krist roet d’an Iliz ar galloud da lemel an holl bec’hedoł, dre ar sakramantoł bet ensavet gantań evit se.


Petra eo keduniezh ar sent ?


An holl fideled kristen o kemer perzh war un dro e pedennoł hag oberennoł vat all an Iliz, setu petra eo keduniezh ar sent.


EILVET RANN : AR BEDENN

KENTEL NEMETI : AR BEDENN

Petra eo ar bedenn ?


Ar spered hag ar galon o sevel etrezek Doue evit azeuliń ha trugarekaat anezhań, hag evit goulenn digantań ar pezh hon eus ezhomm, setu petra eo ar bedenn.


Ha pediń a zo ret ?


Ya, pediń a zo ret, pediń alies zoken, rak gourc’hemennet e vez gant Doue, hag ezhomm ez eus pediń evit kaout madoł en amzer koulz hag en diamzer.


Pet seurt pedenn ez eus ?


Div seurt pedenn ez eus : ar bedenn a-greizon, hag ar bedenn a-vouezh uhel.


Petra eo ar bedenn a-greizon ?


Ar bedenn a-greizon eo an hini a reer gant ar spered nemetken, hep ar vouezh : prederiadenn a reer anezhi ivez.


Petra eo ar bedenn a vouezh uhel ?


Ur bedenn a vouezh uhel a zo ur bedenn a reer gant komzoł, ha gant evezh ar spered ha deoliezh ar galon. Pedenn eo er ster strizh.


Penaos ober evit pediń mat ?


Setu penaos ober evit pediń mat : 1) Sońjal emań Doue en hor c’hichen, hag hon eus ezhomm eus e druez hag e sikour ; 2) en em zerc’hel a-ziavaez en un doare a zere da unan o vont ouzh meurdez diharz Doue.


Ha goanag a c’hellomp kaout e vefe sevenet ar grasoł a c’houlennomp ?


Goanag a c’hellomp hag a rankomp kaout e vefe sevenet ar grasoł a c’houlennomp, gant na d-afent ket a-enep da silvidigezh hon ene.


Perak e rankomp kaout goanag e seveno an Aotrou hor pedennoł deomp ?


Goanag a rankomp kaout e seveno an Aotrou hor pedennoł deomp, peogwir eo bet prometet gantań ha peogwir eo hollc'halloudek, truezus ha feal-tre d’e c’her.


War betra e rank bezań diazezet hor spioł ?


Hor spioł a rank bezań diazezet war dellid diharz Jezuz-Krist, a ro talvoudegezh d’hon oberennoł mat ; en e anv ivez dalc’hmat eo e rankomp pediń Doue.


Pe bedenn a-vouezh uhel eo an hini wellań ?


Ar bedenn a-vouezh uhel an hini wellań eo an hini bet kelennet deomp gant Jezuz-Krist e-unan, da lavaret eo ar b-Pater Noster.


Petra a zo e-barzh ar b-Pater Noster ?


E-barzh ar b-Pater Noster e kaver kement a rankomp goanagiń kaout digant Doue ha kement a rankomp goulenn digantań.


Pet goulenn ez eus e-barzh ar b-Pater Noster ?


Seizh goulenn ez eus e-barzh ar b-Pater Noster : gant ar pevar re gentań e c’houlennomp ar pezh a zo mat evidomp ; en tri re ziwezhań e aspedomp Doue d'hon dieubiń eus an droug.


Peseurt madoł a c’houlennomp er pevar goulenn kentań ?


Er pevar goulenn kentań e c’houllennomp e vefe santelaet anv an Aotrou Doue, da lavaret eo anavezet ha meulet gant an holl ; e teufe e rouantelezh, dre greskidigezh ha klod e Iliz ; e vefe sevenet e volontez santel-bras gant an holl bepred ; hag e rofe deomp magadurezh speredel ha danvezel.


Peseurt drougoł a aspedomp Doue hon dieubiń diouto ?


An drougoł a aspedomp Doue hon dieubiń diouto a zo : ar pec’hedoł, an temptadurioł, ha forzh pe glac’har a yafe a-enep da silvidigezh hon ene.


Peseurt pedenn all a vezomp boaziet da lavaret war-lerc’h ar b-Pater ?


War-lerc’h ar b-Pater e vezomp boaziet da lavaret an Ave Maria, a bedomp drezań ar Werc’hel Santel-tre.


Perak e lavaromp war-lerc’h ar b-Pater, an Ave Maria kentoc’h eget ur bedenn all ?


An Ave Maria e lavaromp war-lerc’h ar b-Pater, peogwir ez eo ar Werc’hez santel-tre hor galloudusań alvokadez dirak Jezuz-Krist.


Ha talvoudus ha mat eo tremen dre hanterouriezh ar sent ?


Talvoudus-tre ha mat-tre eo tremen dre hanterouriezh ar sent, rak o fedennoł a zo plijus-tre da Zoue.


Kinnigit din ur bedenn hirik ha kaer ?


Ur bedenn hirik ha kaer eo ar Rozera santel, peogwir e tibuner enni ar b- Pater Noster hag an Ave Maria , hag e prederier ennań war misterioł pouezusań hor relijion.


Pet mister ez eus er Rozera ?


Pemzek mister ez eus er Rozera : pemp laouen , pemp glac'harus ha pemp glorius .


Petra eo ar misterioł laouen ?


Ar pemp mister laouen a zo :
1) Kemenn an Ael da Vari
2) Gweladenn ar Werc’hez Santel-tre da Santez Elizabed.
3) Ganedigezh Jezuz-Krist.
4) Kinnig Jezuz d’an Templ.
5) Jezuz adkavet en templ e-mesk an doktored.


Petra eo ar misterioł glac'harus ?


Ar pemp mister glac'harus a zo :
1) An anken-bras e liorzh an olived.
2) Ar skourjezadur.
3) Ar gurunidigezh spern.
4) Pignidigezh ar C’halvar.
5) Kroazstagadur ha marv hor Salver.


Petra eo ar misterioł glorius ?


Ar pemp mister glorius a zo :
1) Dasorc’h hor Salver.
2) E bignidigezh d’an Neńv.
3) Diskenn ar Spered Santel war an Ebestel.
4) Gorroadur ar Werc’hez Santel.
5) Kurunidigezh ar Werc’hez Santel-meurbet ha gloar an holl sent.


TREDE RANN : GOURC'HEMENNOŁ DOUE, RE AN ILIZ HAG AR PEC'HED

KENTEL 1. GOURC'HEMENNOŁ DOUE

I. GOURC'HEMENNOŁ DOUE DRE-VRAS

Pet gourc’hemenn ez eus e lezenn Doue ?


Dek gourc’hemenn ez eus e lezenn Doue :
Me eo an Aotrou da Zoue ;
1) N’az po ket a Zoue all estregedon-me.
2) Ne zistagi ket e gaou anv an Aotrou.
3) Az pez sońj a santelaat ar gouelioł.
4) Da dad ha da vamm a enori.
5) Ne lazhi ket.
6) Ne ri ket a ober lik.
7) Ne laeri ket.
8) Ne falstestenii ket a-enep da nesań.
9) Ne c’hoantai ket gwreg an nesań.
10) Ne c’hoantai ket madoł an nesań.


Piv en deus roet ar gourc’hemennoł-se ?


Doue e-unan an hini en deus lakaet ar gourc’hemennoł-se el Lezenn gozh dre hanterouriezh Moizez, ha kretaet int bet gant Jezuz-Krist el lezenn nevez.


Ar gourc’hemennoł-se a c’hellomp sentiń outo ?


Ya, ar gourc’hemennoł-se a c’hellomp sentiń outo, gant sikour Doue a vez dalc’hmat laouen da reiń E c’hras da neb a c’houlenn a-zoare.


Ar gourc’hemennoł-se a rankomp sentiń outo ?


Ya, ar gourc’hemennoł-se a rankomp sentiń outo, hag a-walc’h eo pec’hiń kreńv a-enep unan anezho nemetken evit talvezout deomp an ifern.


Petra eo danvez ar gourc’hemennoł-se ?


Hon deverioł e-keńver Doue hag e-keńver an nesań eo danvez ar gourc’hemennoł-se.


Peseurt deverioł hon eus e-keńver Doue hag e-keńver an nesań ?


E-keńver Doue hon eus an dever d'E garout a-greiz hor c’halon ha dreist da bep tra ; e-keńver hon nesań hon eus an dever d'e garout eveldomp hon-unan, en anv karantez Doue.


Petra a vezomp rediet gant Doue da ober gant ar gourc’hemennoł-se ?


Gant ar gourc’hemennoł-se e red Doue ac’hanomp da ober ar vad ha tec’hout eus an droug : setu ez eus e pep gourc’hemenn un urzh-ober hag un urzh-na-ober.


II. GOURC’HEMENNOŁ DOUE UNAN HAG UNAN.

Petra a erbed Doue ouzhomp gant ar gourc’hemenn kentań : N’az po ket a Zoue all estregedon-me ?


Gant ar gourc’hemenn kentań : N’az po ket a Zoue all estregedon-me , e c’hourc’hemenn Doue ouzhomp anavezout, azeuliń, karout ha servijań anezhań Eń hag Eń nemetken evel Aotrou hollveliek.


Petra a vez difennet ouzhomp gant ar gourc’hemenn kentań ?


An arrizhelouriezh, ar vrizhkredenn, ar sakrilaj, an diouiziegezh a-ratozh e-keńver gwirionezioł ar feiz, ha forzh pe bec’hed all a-enep d’ar relijion, a vez difennet ouzhomp gant ar gourc’hemenn kentań.


Ha gallout a reomp koulskoude enoriń an aeled hag ar sent ?


Ya, gallout a reomp enoriń an aeled hag ar sent, ret eo deomp ober zoken, peogwir ez int mignoned d'an Aotrou Doue hag hanterourion etrezomp hag Eń.


Hag enoriń a rankomp ivez skeudennoł Jezuz-Krist ha re ar sent ?


Ya sur, enoriń a rankomp ivez skeudennoł Jezuz-Krist ha re ar sent, rak ar bri a zougomp d’ar skeudennoł-se a bign etrezek Jezuz-Krist e-unan hag ar sent skeudennet.


Ha perak ez enoromp relegoł ar sent ?


Relegoł ar sent a enoromp, peogwir ez int bet izili vev Jezuz-Krist ha temploł evit ar Spered Santel, ha peogwir e tasorc’hint glorius er vuhez treamzerel.


Petra a vez difennet ouzhomp dre an eilvet gourc’hemenn : Ne zistagi ket e gaou anv an Aotrou ?


An eilvet gourc’hemenn : Ne zistagi ket e gaou anv an Aotrou a zifenn ouzhomp : 1) Distagań anv an Aotrou Doue hep doujańs, 2) Touiń dre c’haou, hep ezhomm pe en un doare direizh bennak ; 3) Barrletaat a-enep da Zoue, d’ar Werc'hez Vari Santel-tre pe a-enep d’ar sent.


Petra a vez erbedet ouzhomp gant an eilvet gourc’hemenn ?


An eilvet gourc’hemenn a erbed ouzhomp enoriń anv santel an Aotrou Doue ha derc’hel d’hor gouestloł ha d'hol leoł.


Petra a vez erbedet ouzhomp gant an trede gourc’hemenn : Az pez sońj da santelaat ar gouelioł ?


An trede gourc’hemenn : Az pez sońj da santelaat ar gouelioł , a erbed ouzhomp enoriń an Aotrou Doue gant oberoł a zeoliezh kristen d’an deizioł arbennik gouestlet d’e azeulerezh.


Petra a vez difennet ouzhomp gant an trede gourc’hemenn ?


Difennet e vez ouzhomp an oberoł mevelek d’an deizioł a ouel.


Petra eo an oberoł mevelek ?


Al labourioł-korf a vez graet gant ar mitizhion, ar vicherourion hag an artizaned eo an oberoł mevelek.


N’eus ober mevelek ebet a vefe aotreet d’an deizioł a ouel neuze ?


Aotreet eo an oberoł ret evit ar vuhez pe servij Doue, hag ar re a reer evit un abeg sirius-tre ; an aotre a ranker goulenn digant ar person mar galler.


Petra a vez erbedet ouzhomp gant ar pevare gourc’hemenn : Da dad ha da vamm a enori ?


Ar pevare gourc’hemenn : Da dad ha da vamm a enori a erbed ouzhomp doujań d’hon tad ha d’hor mamm, sentiń outo e kement tra n’eo ket pec’hed, ha sikour ganto en o ezhommoł speredel ha danvezel.


Petra a vez difennet ouzhomp gant ar pevare gourc’hemenn ?


Ar pevare gourc’hemenn a zifenn ouzhomp anoaziń hor c'herent dre gomz, dre ober pe dre forzh pe doare all e vefe.


Peseurt tud a c’hall bezań lakaet e-touez ar re a vez anvet tad pe mamm er pevare gourc’hemenn ?


An anv a dad pe a vamm a dalvez ivez evit an holl re a-us deomp, en Iliz pe er vuhez foran, hag a zleomp dezho doujańs ha sentidigezh.


Petra a vez difennet ouzhomp gant ar pempvet gourc’hemenn : Ne lazhi ket ?


Ar pempvet gourc’hemenn : Ne lazhi ket , a zifenn reiń ar marv, pilat, skeiń, noazout e nep doare ouzh korf an nesań, pe drezor an-unan pe dre hanterouriezh tud all ; hag ivez anoaziń anezhań gant kunujennoł, kaout droug outań pe skandalat anezhań. Gant ar gourc’hemenn-se e tifenn an Aotrou Doue ivez reiń ar marv deor an-unan, ar pezh a vez anvet emlazh .


Perak e vez difennet an emlazh ivez gant an Aotrou Doue, er pempvet gourc’hemenn ?


Difennet e vez ivez an emlazh gant an Aotrou Doue er pempvet gourc’hemenn, rak un den ne aparchant ket muioc’h e vuhez dezhań e-unan eget hini ar re all. Setu perak e vez kastizet an emlazh en Iliz gant an divezańs a sebeliadur ilizel.


Petra a vez erbedet ouzhomp gant ar pempvet gourc’hemenn ?


Ar pempvet gourc’hemenn a erbed ouzhomp pardoniń d’hon enebourion ha bezań mennet-mat e-keńver an holl.


Petra a vez difennet ouzhomp gant ar c’hwec’hvet gourc’hemenn : Na ri ket a ober lik ?


Ar c’hwec’hvet gourc’hemenn : Ne ri ket a ober lik , a zifenn ouzhomp forzh pe ober, forzh pe sell, forzh pe gomz kontrol d’ar gasted.


Petra a vez erbedet ouzhomp gant ar c’hwec’hvet gourc’hemenn


Ar c’hwec’hvet gourc’hemenn a erbed ouzhomp bezań kast hag uvel en hon oberoł, hor selloł, hon doare d’en em zerc’hel hag hon c'homzoł.


Petra a vez difennet ouzhomp gant ar seizhvet gourc’hemenn : Ne laeri ket ?


Ar seizhvet gourc’hemenn : Ne laeri ket , a zifenn ouzhomp kemer pe mirout ez-direizh madoł an nesań, pe noazout ouzh an nesań dre uzurerezh, gaou pe forzh peseurt touellerezh damheńvel.


Petra a vez erbedet ouzhomp gant ar seizhvet gourc’hemenn ?


Ar seizhvet gourc’hemenn a erbed ouzhomp daskoriń madoł an nesań, reizhat ar gaou bet graet d'ar re all ha paeań hon dleoł.


Petra a vez difennet ouzhomp gant an eizhvet gourc’hemenn : Na falstestenii ket a-enep da nesań ?


An eizhvet gourc’hemenn : Na falstestenii ket a-enep da nesań , a zifenn ouzhomp falstesteniań el lezioł-barn. Difenn a ra ouzhomp ivez an drougprezeg, al lańchennerezh, ar falsmeuliń, ar varnadennoł pe an diskredoł divuzul, ha forzh peseurt gevier.


Petra a vez erbedet ouzhomp gant an eizhvet gourc’hemenn ?


An eizhvet gourc’hemenn a erbed ouzhomp lavaret ar wirionez d’ar mare mat hag en tachad mat, ha kompren ez-jentil, kement ha ma c’hellomp, oberoł an nesań.


Petra a vez difennet ouzhomp gant an navet gourc’hemenn : Ne c’hoantai ket gwreg an nesań ?


An navvet gourc’hemenn : Ne c'hoantai ket gwreg an nesań , a zifenn ouzhomp an holl c’hoantoł diyac’h hag an holl bec’hedoł diabarzh a-enep d’ar c'hlanded.


Petra a vez erbedet ouzhomp gant an navet gourc’hemenn ?


An navet gourc’hemenn a erbed ouzhomp bezań kast ha glan en hor c’hreiz ivez.


Petra a vez difennet ouzhomp gant an dekvet gourc’hemenn : Ne c’hoantai ket madoł an nesań ?


An dekvet gourc’hemenn : Ne c’hoantai ket madoł an nesań , a zifenn ouzhomp c’hoantaat tennań e vadoł digant an nesań pe c’hoantaat mont da binvidik dre hentoł direizh.


Petra a vez erbedet ouzhomp gant an dekvet gourc’hemenn ?


An dekvet gourc’hemenn a erbed ouzhomp ober hor vad eus ar stad ez omp bet lakaet enni gant an Aotrou Doue, ha gouzańv ar baourentez gant pasianted, pa fell da Zoue e vefemp er stad-se.


KENTEL 2: ERBEDENNOŁ AN ILIZ

Ped erbedenn pennań a-berzh an Iliz ez eus ?


Pemp erbedenn pennań a-berzh an Iliz ez eus : 1) Mont d’an oferenn da Sul ha d’an deizioł gouel-berz ; 2) Yunań e-pad an deizioł ret ; na zebriń kig e-pad an deizioł difennet ; 3) Kofes ur wech ar bloaz d’an nebeutań ha komuniań da geńver Pask en hor barrez ; 4) Paeań an deogoł dleet d’an Iliz hervez ar gizioł kozh ; 5) Na eurediń d’an deiziadoł difennet.


Piv en deus roet aotrouniezh d’an Iliz evit reiń erbedennoł deomp ?


Jezuz-Krist e-unan en deus roet aotrouniezh d’an Iliz evit reiń erbedennoł deomp ; neuze neb a zisent ouzh an Iliz a zisent ouzh an Aotrou Doue e-unan.


Petra a vez gourc’hemennet deomp gant erbedenn gentań an Iliz : Mont d’an oferenn da Sul ha d’an deizioł gouel-berz ?


Erbedenn gentań an Iliz : Mont d’an oferenn da Sul ha d’an deizioł gouel-berz , a c’hourc’hemenn ouzhomp selaou ez-deol ouzh an oferenn bep Sul ha war ar pemdez pa vez ur gouel arbennik resisaet gant an Iliz.


Petra a vez gourc’hemennet gant eilvet erbedenn an Iliz er pozioł Yuniń e-pad an deizioł ret ?


Ar pozioł Yuniń e-pad an deizioł ret e eilvet erbedenn an Iliz a dalvez e ranker yunań e-pad ar C’horaiz, e-pad ar Pevar-Amzer, da geńver deizioł ’zo en Azvent, ha da geńver ar Vijilioł ret.


Piv a vez rediet da yunań ?


Rediet e vez da yuniń an holl gristenion en tu-hont d'o bloaz warn-ugent, pa ne vez diskarg arbennik ebet ganto.


Petra a vez gourc’hemennet gant eilvet erbedenn an Iliz er pozioł Na zebriń kig e-pad an deizioł difennet ?


Ar pozioł Na zebriń kig e-pad an deizioł difennet e eilvet erbedenn an Iliz a zifenn ouzhomp debriń kig da Wener, da Sadorn (nemet e vefe un diskarg), da zeizioł-yun ar Pevar-Amzer hag an Azvent ha da geńver ar Vijilioł ret.


Evit petra eo bet ensavet lezenn ar yun hag an diouererezh kig gant an Iliz ?


Evit sikour ganeomp da ober pinijenn evit hon pec’hedoł, da drec'hiń war hon angerzhioł ha da dapout grasoł digant Doue eo bet ensavet lezenn ar yun hag an diouererezh kig gant an Iliz.


Petra a vez gourc’hemennet gant teirvet erbedenn an Iliz er pozioł Kofes ur wech ar bloaz d’an nebeutań ?


Ar pozioł Kofes ur wech ar bloaz d’an nebeutań e teirvet erbedenn an Iliz a c’hourc’hemenn d’an holl gristenion en oad-meizań seveniń sakramant ar binijenn ur wech d’an nebeutań, bep bloaz.


Perak e lavar an Iliz “ Kofes ur wech ar bloaz d’an nebeutań ”?


“D’an nebeutań” a vez lavaret gant an Iliz, evit reiń da c’houzout e fell dezhi e sevenfemp aliesoc’h ar sakramantoł.


Petra a vez gourc’hemennet gant teirvet erbedenn an Iliz er pozioł Komuniań da geńver Pask en hor parrez ?


Ar pozioł Komuniań da geńver Pask en hor parrez e teirvet erbedenn an Iliz a c’hourc’hemenn d’an holl gristenion en oad d'ober o sońj, resev bep bloaz an Eukaristiezh santel-bras en o farrez da geńver Pask.


Penaos sentiń ouzh ar bedervet erbedenn : Paeań an deogoł dleet d’an Iliz ?


Dre baeań an holl servijoł ha profoł bet ensavet evit anzav hollveli Doue war bep tra, ha gopr just e vaodierned, e senter ouzh ar bedervet erbedenn : Paeań an deogoł dleet d’an Iliz .


Petra a vez gourc’hemennet gant pempvet erbedenn an Iliz : Na priediń d’an deiziadoł difennet ?


Pempvet erbedenn an Iliz : Na priediń d’an deiziadoł difennet a zifenn ouzhomp lidań sakramant ar briedelezh etre kentań Sul an Azvent hag an Epifaniezh, hag etre kentań deiz kentań ar C'horaiz hag eizhtez Pask.


KENTEL 3: AR PEC'HED

Petra eo ar pec’hed ?


Ar pec’hed a zo un disentidigezh a-youl ouzh lezenn Doue.


Pet seurt pec’hed ez eus ?


Daou seurt pec’hed ez eus : ar pec'hed-orin hag ar pec'hed personel.


Petra eo ar pec’hed-orin ?


Ar pec“hed-orin eo an hini a vezomp ganet holl gantań hag a zo degouezhet betek ennomp dre ur seurt herezh eus Adam hon tad kentań.


Ha bez ez eus bet biskoazh ur c’hrouadur denel n’en deus ket anavezet ar pec’hed-orin ?


Ar Werc’hez Vari Santel-meurbet nemetken n’he deus biskoazh anavezet ar pec'hed-orin, dre ur brient arbennik, stag ouzh dellidoł he Mab doueel Jezuz-Krist. Setu perak e reer “dinamm” anezhi.


Petra eo ar pec’hed personel ?


Ar pec’hed personel eo an hini a sevenomp ni hon-unan pa vezomp en oad-meizań.


Pet seurt pec’hedoł personel ez eus ?


Daou seurt pec’hedoł personel ez eus : ar pec'hedoł marvel hag ar pec'hedoł veniel.


Petra eo ur pec’hed marvel ?


Ur pec’hed marvel a zo un disentidigezh kreńv ouzh lezenn Doue, a-goustiańs-klok hag a-youl.


Perak e reer “marvel” eus ar pec’hedoł-se ?


“Marvel” a reer eus ar pec'hedoł-se peogwir e lazhont an ene, da lavaret eo e lamont dioutań gras Doue, e vuhez dreist-naturel, hag a dalvez da unan an ifern.


Peseurt gaou all e ra ur pec’hed marvel ouzh an ene ?


Ur pec’hed marvel a lak unan da goll an dellidoł kent, pe e lak anezho da chom a-sav, ha lakaat a ra unan da vezań dic’houest da seveniń oberoł talvoudus evit tizhout ar vuhez peurbadel, lakaat a ra unan da vezań troetoc’h d’an droug.


Neb en deus kollet gras Doue dre ur pec’hed marvel ne c’hall mui adkavout anezhi ?


Neb en deus kollet gras Doue dre ur pec’hed marvel a c’hall adkavout anezhi dre sakramant ar binijenn, pe dre un ober a geuz peurvat, a-unan gant ar mennad mont da gofes an abretań ar gwellań.


Petra eo ur pec’hed veniel ?


Ur pec’hed veniel a zo unan na lam ket diganeomp gras Doue, met bihanaat a ra tommder ar garantez en hor c’hreiz, prientiń a ra d’ar pec'hed marvel hag e talvez deomp kastizoł er bed-mań hag er bed all.


Perak e reer “veniel” eus ar pec’hedoł-se ?


“Veniel” a reer eus ar pec’hedoł-se, peogwir ez int disteroc’h ha pardonet aesoc’h gant Doue.


E pet doare e c’haller anoaziń Doue ?


E pemp doare e c’haller anoaziń Doue : dre sońj, dre c’hoant, dre gomz, dre ober pe dre lezober.


Penaos e pec’her dre c’hoant, dre gomz, pe dre ober ?


Pec’hiń a reer dre c’hoant, dre gomz, pe dre ober pa sońjer gant plijadur hag a-youl e traoł difennet, pa c’hoantaer anezho, pa gomzer anezho pe pa sevener anezho.


Penaos e pec’her dre lezober ?


Pec’hiń a reer dre lezober pa dremener a-ratozh hep seveniń traoł gourc’hemennet.


Pet pennbec'hed ez eus ?


Seizh pennbec'hed ez eus : Al Lorc’hentez, ar Bizhoni, an Hudurniezh, an Avi, al Lipouserezh, ar Fulor hag al Leziregezh.


Perak e reer pennbec'hed eus ar pec’hedoł-se ?


Pennbec'hed a reer eus ar pec’hedoł-se peogwir ez int mammenn ar pec’hedoł hag ar gwalldechoł all.


Pet pec“hed a-enep d’ar Spered Santel ez eus ?


C’hwec’h pec'hed a-enep d’ar Spered Santel ez eus : dic’hoanagiń war e silvidigezh ; krediń bezań salvet hep dellid ; enebiń ouzh ar wirionez anavezet ; magań avi ouzh grasoł an nesań ; menel pennek er pec'hed ; mervel en dibened.


Peseurt sońj a zalc’h ac’hanomp ar pellań diouzh ar pec’hed ?


Ar sońj a zalc’h ac’hanomp ar pellań diouzh ar pec’hed eo hini ar finvezhioł diwezhań, da lavaret eo an traoł a zo o c’hortoz ac’hanomp en diwezh.


Petra eo ar finvezhioł diwezhań ? Pet ez eus ?


Peder finvezh diwezhań ez eus : Ar Marv, ar Varn, an Ifern hag ar Baradoz.


PEVARE RANN : AR SAKRAMANTOŁ

KENTEL 1: AR SAKRAMANTOŁ DRE VRAS

Pet sakramant ez eus ?


Seizh sakramant ez eus : ar Vadeziant, ar Gouzoumenn, an Eukaristiezh, ar Binijenn, an Nouenn, an Urzh hag ar Briedelezh.


Petra e talvez ar ger sakramant ?


Ar ger sakramant a dalvez un arouez a c’haller tizhout gant hon skiantoł, un arouez efedus eus ar c’hras, hag un arouez bet ensavet gant Jezuz-Krist evit santelaat an eneoł.


Perak e rit “arouezioł a c’haller tizhout gant ar skiantoł, arouezioł efedus” eus ar sakramantoł ?


Ober a ran “arouezioł a c’haller tizhout gant ar skiantoł, arouezioł efedus” eus ar sakramantoł, rak pep sakramant a genderc’h ur c’hras doueel en hoc'h ene, hag a arouez ar c’hras-se en un doare a c’hall bezań tizhet gant hor skiantoł.


Penaos e vezomp santelaet gant ar sakramantoł ?


Ar sakramantoł a santela ac’hanomp dre reiń gras deomp pe dre greskaat ar c’hras a zo dija en hor c’hreiz, ar pezh a lak ac’hanomp da vezań santel ha plijus da Zoue, bugale-advabet dezhań hag hźred d’e baradoz.


Piv en deus roet d’ar sakramantoł o nerzh evit santelaat ac’hanomp ?


Jezuz-Krist, dre e Basion hag e Varv, en deus roet d’ar sakramantoł o nerzh evit santelaat ac'hanomp.


Peseurt sakramantoł a santela ac’hanomp dre reiń deomp ar c'hras a lak ac’hanomp da vezań mignoned da Zoue ?


Daou sakramant a santela ac’hanomp dre reiń deomp ar c'hras a lak ac’hanomp da vezań mignoned e-lec’h enebourion da Zoue : ar Vadeziant hag ar Binijenn. Sakramantoł ar re varv a reer anezho, rak lemel a reont ar pec’hed, a zo marv d’hon ene.


Peseurt sakramantoł a santela ac’hanomp dre lakaat da greskiń ar c’hras a zo dija en hor c’hreiz ?


Pemp sakramant a santela ac’hanomp dre lakaat da greskiń ar c’hras a zo dija en hor c’hreiz : ar Gouzoumenn, an Eukaristiezh, an Nouenn, an Urzh hag ar Briedelezh. Sakramant ar re vev a reer anezho, rak neb a resev anezho a rank dija bezań intret gant gras Doue, da lavaret eo dieub a bec’hed marvel.


Peseurt pec’hed a vez graet gant unan bennak a resev ur sakramant evit ar re vev o c’houzout n’emań ket er stad a c’hras ?


Neb a resev ur sakramant evit ar re vev o c’houzout n’emań ket er stad a c’hras a seven ur sakrilaj spontus.


Peseurt sakramantoł a zo ret ar muiań evit hon silvidigezh ?


Daou sakramant a zo ret ar muiań evit hon silvidigezh : ar Vadeziant hag ar Binijenn. Ar Vadeziant a zo ret-holl d’an holl, hag ar Binijenn a zo ret evit an holl re o deus pec’hed ez-marvel war-lerc’h bezań bet badezet.


Peseurt sakramantoł na c’haller resev nemet ur wech ?


Tri sakramant na c’haller resev nemet ur wech : ar Vadeziant, ar Gouzoumenn hag an Urzh.


Perak an tri sakramant-se, Badeziant, Kouzoumenn hag Urzh ne c’hellont bezań resevet nemet ur wech ?


An tri sakramant-mań, Badeziant, Kouzoumenn hag Urzh ne c’hellont bezań resevet nemet ur wech, peogwir e lezont ur merk diziverkadus war eneoł an dud.


Peseurt merkoł diziverkadus a vez lezet war eneoł an dud gant an tri sakramant-se, Badeziant, Kouzoumenn hag Urzh ?


Merkoł speredel a vez lezet gant an tri sakramant-se, Badeziant, Kouzoumenn hag Urzh, war eneoł an dud.


Peseurt kefridioł a zo gant ar merkoł lezet war eneoł an dud gant an tri sakramant-se, Badeziant, Kouzoumenn hag Urzh ?


Ar Vadeziant a verk ac’hanomp evel izili Jezuz-Krist, ar Gouzoumenn evel e soudarded, an Urzh evel e vaodierned.


Pet tra a zo ret evit mont d’ober ur sakramant ?


En ur sakramant e ranker kaout : an danvez, ar stumm, hag ar maodiern mennet da ober bolontez an Iliz.


Petra eo danvez ur sakramant ?


Danvez ur sakramant a zo an dra fetis a arverer evit seveniń anezhań, evel da skouer an dour er Vadeziant, an eoul hag ar balzam er Gouzoumenn.


Petra eo stumm ur sakramant ?


Stumm ur sakramant a zo ar c'homzoł a tistager o seveniń anezhań.


Piv eo maodiern ur sakramant ?


Maodiern ur sakramant eo an hini a seven anezhań.


KENTEL 2: AR VADEZIANT

Petra eo ar Vadeziant ?


Ar Vadeziant a zo ar sakramant a ra deomp bezań adc’hanet e gras Doue ha dont da vezań kristen.


Petra eo efedoł sakramant ar Vadeziant ?


Sakramant ar Vadeziant a ziverk ar pec’hed-orin hag ivez ar pec’hed personel mar bez anezhań. Lemel a ra an holl gastiz dleet evit ar pec’hedoł-se, lezel a ra warnomp merk izili Jezuz-Krist, dont a reomp da vezań bugale an Aotrou Doue hag an Iliz, hag hźred d’ar baradoz, ha gouest omp neuze ivez da resev ar sakramantoł all.


Piv eo maodierned ordinal ar Vadeziant ?


Ar veleien a zo maodierned ordinal ar Vadeziant, dreist-holl ar re a zo e karg eus eneoł’zo.


En degouezhioł a ziouer-bras, piv a c’hall badezań ?


En degouezhioł a ziouer-bras, n’eus forzh piv a c'hall badezań, na pa vefe disivoud pe difeal.


Penaos e vez badezet ?


Evel-mań e vez badezet : skuilhań dour war benn ar badezad, pe war un tachad pouezus all eus e gorf ma ne c’heller ket skuilhań war e benn, en ur lavarout war un dro : Da vadezań a ran en anv an Tad hag ar Mab hag ar Spered-Santel.


Peseurt mennad a rank kaout ar badezer ?


Ar badezer a rank bezań mennet da seveniń bolontez an Iliz.


Pegoulz e ranker degas ar vugale d’an Iliz evit lakaat badezań anezho ?


An abretań ar gwellań e ranker degas ar vugale d’an Iliz evit lakaat badezań anezho.


Petra e vez rediet d’ober nep badezad ?


Nep badezad a vez rediet da ziskleriań dalc’hmat ar Feiz ha da sentiń ouzh lezenn Jezuz-Krist hag e Iliz.


Petra a vez dilezet gant nep badezad ?


Nep badezad a zilez da viken an diaoul, e oberoł hag e riboulerezh.


Petra a venner lavaret gant oberoł ha riboulerezh an diaoul ?


Oberoł ha riboulerezh an diaoul a reer eus ar pec'hedoł, ar gerioł-stur a liv gevier, ha gobidelloł ar bed.


Ha rediet e vezomp da zerc’hel d’ar promesaioł graet da geńver hor Badeziant, en hol lec’h gant hon tad hag hor mamm paeron ?


Ya, rediet e vezomp, rak Doue ne resev ac’hanomp en e c’hras santel nemet pa zalc’homp d’ar promesaioł-se.


KENTEL 3: AR GOUZOUMENN

Petra eo sakramant ar Gouzoumenn ?


Ar Gouzoumenn eo ar sakramant a ro deomp ar Spered Santel, a lez war hon ene merk soudarded Jezuz-Krist hag a ra kristenion klok ac’hanomp.


Penaos e ra ar Gouzoumenn kristenion klok ac’hanomp ?


Ar Gouzoumenn a ra kristenion glok ac’hanomp peogwir e kreta hor feiz, ha lemmaat a ra ar vertuzioł ha donezonoł bet resevet ganeomp dre ar Vadeziant Santel.


Peseurt donezonoł eus ar Spered Santel a resever dre ar Gouzoumenn ?


Seizh donezon eus ar Spered Santel a resever dre ar Gouzoumenn : ar Furnez, ar Speredegezh, an Ali, an Nerzh, ar Skiant, an Deoliezh hag an Doujańs rak Doue.


Ha pep hini a rank bezań evezhiek da resev sakramant ar Gouzoumenn ?


Ya, pep hini a rank bezań evezhiek da resev sakramant ar Gouzoumenn ha da lakaat ar re suj dezho da resev anezhań.


Da be oad eo mat resev sakramant ar Gouzoumenn ?


En-dro da seizh vloaz eo mat resev ar Gouzoumenn, rak an temptadurioł a grog d’an oad-se peurliesań, hag anaoudegezh a-walc’h a zo dija ivez en hon ene d’an oad-se evit derc’hel sońj sur hon eus resevet anezhań.


Petra eo ar stad-spered ret evit resev ez-dereat sakramant ar Gouzoumenn ?


Evit resev ez-dereat sakramant ar Gouzoumenn e ranker bezań e stad a c’hras, anavezout misterioł pennań hor feiz santel, mont outo gant doujańs ha deoliezh.


Piv a zo maodiern sakramant ar Gouzoumenn ?


An Eskob eo a zo maodiern ordinal sakramant ar Gouzoumenn.


Petra a ra an Eskob evit reiń ar Gouzoumenn ?


Evit reiń ar Gouzoumenn, an Eskob a astenn e zaouarn war an danvez kouzoumennad en ur c’hervel ar Spered Santel, hag e tres ur groaz diwar an Olev santel war dal pep hini, en ur zistagań ar c’homzoł-mań: Da verkań a ran gant sin ar Groaz, ha da gouzoumennań a ran gant Olev ar Silvidigezh, en anv an Tad hag ar Mab hag ar Spered Santel ; warlerc'h e ro ur flac'hadig dister war jod ar c'houzoumennad en ur lavarout dezhań : Ra vezo ar peoc’h ganit ; hag evit echuiń e vennig ez-kanmoedel an holl gouzoumennidi.


Petra eo an Olev santel ?


Eoul mesket gant balzam kensakret gant an Eskob da zeiz ar Yaou-Gamblid eo an Olev Santel.


Petra a vez aroueziet gant an eoul hag ar balzam er sakramant-se ?


Er sakramant-se, an eoul oc’h em strewiń hag o reiń nerzh a arouez ar c'hras puilh oc’h em ledań en ene evit kretaat feiz ar c’hristen ; hag ar balzam, c’hwezh-vat gantań hag a ziwall diouzh ar vreinadurezh, a arouez e c’hall ur c’hristen kreńvaet gant ar c’hras-se strewiń en diavaez c’hwezh-vat ar vertuzioł kristen, hag em ziwall diouzh breinadurezh ar gwallsioł.


Perak e roer ur flac’hadig d’an hini kouzoumennet ?


Ur flac’hadig a roer d’an hini kouzoumennet, peadra dezhań da c’houzout e rank bezań prest da c’houzańv mezhekadennoł ha poanioł a bep seurt evit feiz Jezuz-Krist.


Petra e rank unan kouzoumennet ober evit mirout gras ar Gouzoumenn ?


Evit mirout gras ar Gouzoumenn, ur c’hristen a rank pediń alies, ober oberennoł mat ha bevań hervez lezenn Jezuz-Krist, digas d’an aon rak sońj ar re all.


KENTEL 4: SAKRAMANT AN AOTER

§1. BEZAŃS GWIRION JEZUZ-KRIST EN EUKARISTIEZH

Petra eo sakramant an Eukaristiezh ?


An Eukaristiezh a zo ur sakramant a lak ez-estlammus holl solwez ar bara da dreiń da gorf Jezuz-Krist ha solwez ar gwin da dreiń d’e Wad prizius, ha Korf, Gwad, Ene ha Doueelded Jezuz-Krist hor Salver a zo endalc’het e-giz-se dindan spesadoł ar bara hag ar gwin, evit bezań magadurezh speredel deomp.


Peseurt anv a zo d’ar c’hemm marzhus-se ?


Treuzsolwezań a reer eus ar c’hemm marzhus-se.


En Eukaristiezh ez eus an hevelep Jezuz-Krist, an hini a zo en neńv, an hini a zo bet ganet war an douar gant ar Werc’hez Vari ?


Ya, en Eukaristiezh ez eus an hevelep Jezuz-Krist evit gwir.


Perak e kredit ez eus an hevelep Jezuz-Krist evit gwir e sakramant an Eukaristiezh ?


Krediń a ran ez eus an hevelep Jezuz-Krist evit gwir e sakramant an Eukaristiezh, peogwir eo bet diskleriet gantań e-unan ha peogwir e vez kelennet gant an Iliz.


Petra eo an ostiv kent ar sakradur ?


Bara eo an ostiv, kent ar sakradur.


Petra eo an ostiv goude ar sakradur ?


Gwir gorf hor Salver Jezuz-Krist dindan spesadoł ar bara eo an ostiv, goude ar sakradur.


Petra eo ar c’haliriad kent ar sakradur ?


Ul banne gwin gant un nebeud lommouigoł dour eo ar c’haliriad kent ar sakradur.


Petra eo ar c’haliriad goude ar sakradur ?


Gwir Wad hor Salver Jezuz-Krist dindan spesadoł ar gwin eo ar c’haliriad goude ar sakradur.


Pegoulz e c’hoarvez kemm ar bara e Korf hor Salver ha kemm ar gwin e Gwad hor salver ?


Kemm ar bara e Korf hor Salver ha kemm ar gwin e Gwad hor Salver a c’hoarvez rik d’ar mare ma vez distaget ar c’homzoł-sakrań gant ar beleg, e-pad an Oferenn santel.


Piv en deus roet seurt galloud d’ar c’homzoł-sakrań ?


Jezuz-Krist e-unan en deus roet ar galloud-se d’ar c’homzoł-sakrań, pa-z eo Doue hollc’halloudek.


Ne chom netra eus ar bara pe ar gwin war-lerc’h ar sakradur neuze ?


Spesadoł ar bara hag ar gwin a chom war-lerc’h ar sakradur.


Petra eo spesadoł ar bara hag ar gwin ?


Spesadoł ar bara hag ar gwin a reer eus kementadoł ha doareadoł kantouezel a c’haller tizhout gant ar skiantoł, evel o neuz, o liv, o blaz.


Dindan spesadoł ar bara, ha korf Jezuz-Krist a zo nemetken ? (Dindan spesadoł ar gwin, ha gwad Jezuz-Krist a zo nemetken) ?


Dindan spesadoł ar bara koulz ha re ar gwin ez eus Jezuz-Krist en e bezh, Korf, Gwad, Ene ha Doueelded hag all.


Ha Jezuz-Krist a zo bezant en holl ostivoł kensakret dre ar bed-holl ?


Ya, Jezuz-Krist a zo bezant en holl ostivoł kensakret.


Pa ranner an ostiv e ranner korf Jezuz-Krist ivez ?


Pa ranner an ostiv ne ranner ket korf Jezuz-Krist, spesadoł ar bara nemetken a vez rannet.


E pe tamm eus an ostiv e chom Korf Jezuz-Krist ?


Korf Jezuz-Krist a chom en e bezh e holl tammoł an ostiv bet rannet.


Perak e vez miret an Eukaristiezh santel-meurbet en ilizoł ?


Miret e vez an Eukaristiezh santel-meurbet en ilizoł evit bezań azeulet gant ar fideled ha douget d’ar re seizet hervez an ezhomm.


§2. KEFRIDI HAG EFEDOŁ AN EUKARISTIEZH

Evit petra eo bet ensavet an Eukaristiezh gant Jezuz-Krist ?


Jezuz-Krist en deus ensavet an Eukaristiezh santel evit an tri abeg-mań dreist-holl : 1) An Eukaristiezh a rank bezań aberzh peurbadel al lezenn nevez ; 2) An Eukaristiezh a rank bezań magadurezh d’hon ene ; 3) An Eukaristiezh a rank bezań ur c’houn eus e Basion hag e Varv, hag ivez un tańva prizius eus e garantez evidomp hag ar vuhez peurbadel.


Petra eo an efedoł pennań a c’hoarvez e nep a resev an Eukaristiezh santel-meurbet ?


An efedoł pennań a c’hoarvez e nep a resev an Eukaristiezh santel-meurbet a zo ar re-mań : 1) Mirout ha kreskiń a ra buhez an ene, da lavaret eo ar c’hras, evel ma ra ar vagadurezh danvezel evit ar c’horf ; 2) Lemel a ra ar pec’hedoł veniel ha diwall a ra diouzh ar pec’hedoł marvel ; 3) Kenderc’hań a ra ar frealzadur speredel.


§3. PENAOS KOMUNIAŃ A-ZOARE. AN DEVER DA GOMUNIAŃ

Pegement a draoł a zo ret evit komuniań a-zoare ?


Tri zra a zo ret evit komuniań a-zoare : 1) bezań e stad a c’hras ; 2) bezań war-yun abaoe kreiznoz an neizheur ; 3) gouzout mat ar pezh emeur o vont da resev, ha tostaat ouzh ar Gomunion santel gant deoliezh.


Petra eo bezań e stad a c’hras ?


Kaout ur goustiańs dieub a forzh pe bec’hed marvel, sed aze petra eo bezań e stad a c’hras.


Peseurt pec’hed a vez graet gant unan bennak a oar emań e stad a bec’hed marvel hag a gomuni daoust da se ?


Nep a oar emań e stad a bec’hed marvel hag a gomuni daoust da se, a seven ur sakrilaj euzhus.


Peseurt doare yun a ranker ober kent ar gomunion santel ?


Ar yun a ranker ober kent ar gomunion santel a zo ar yun naturel , da lavaret eo e vez torret gant an disterań magadurezh debret pe an disterań evaj euvret.


Nepred ne vez aotreet ar gomunion d’unan bennak n’emań ket war-yun ?


Aotreet e vez evit ar glańvidi war o zremenvan. Viatikum (da lavaret eo beajadurezh) a reer anezhi en degouezh-mań.


Petra e talvez : Gouzout mat ar pezh emeur o vont da resev ?


Gouzout mat ar pezh emeur o vont da resev a dalvez anavezout ar pezh a zo er gelennadurezh kristen e sigur ar sakramant-se, ha krediń start er gelennadurezh-se.


Petra e talvez : Komuniań gant deoliezh ?


Komuniań gant deoliezh a dalvez tostaat ouzh ar Gomunion mantel gant uvelded hag elevez en emzalc’h, er gwiskamant, embrientiń kent ar Gomunion, ha rentań grasoł goude ar Gomunion.


Pegoulz e vezer rediet da gomuniań ?


Rediet e vezer da gomuniań bep bloaz, da Bask, er barrez ma chomer enni, ha pa vezer e dańjer a varv.


Da be oad e krog da dalvezout ar gourc’hemenn komuniań da Bask?


D’an oad ma c’hall ar bugel tostaat ouzh ar sakramant gant an deoliezh ret.


Ha mat ha talvoudus eo komuniań alies ?


Mat-dreist eo komuniań alies, gant ma vo graet gant an deoliezh ret ha war ali ar c’hofesour.


Pegeit e chom Jezuz-Krist ennomp war-lerc'h ar Gomunion santel ?


War-lerc'h ar Gomunion santel, gras Jezuz-Krist a chom ennomp keit ha ma ne bec’homp ket ez-marvel ; bezańs gwirvoudel Jezuz-Krist a chom ennomp betek ma vo peurzebret ar spesadoł sakramantel.


§4. AN OFERENN : AN ABERZH SANTEL

Hag ur sakramant n’eo ken an Eukaristiezh ?


Ouzhpenn ur sakramant eo an Eukaristiezh, aberzh peurbadel al lezenn nevez eo ivez.


Pe anv eo an aberzh peurbadel-se el lezenn nevez ?


An Oferenn santel a reer eus aberzh peurbadel al lezenn nevez.


Petra eo an Oferenn santel ?


An Oferenn santel a zo aberzh Korf ha Gwad Jezuz-Krist kinniget war hon aoterioł dindan neuz ar bara hag ar gwin, en eńvor eus aberzh ar Groaz.


An hevelep aberzh eo aberzh an Oferenn hag aberzh ar Groaz ?


Tenn a ra aberzh an Oferenn da aberzh ar Groaz, rak en daou e vez Jezuz-Krist beleg hag aberzhad war un dro ; disheńvel ez int koulskoude en doare ma vezont kinniget.


Peseurt diforc’h a zo en doare ma vez kinniget an daou aberzh-se ?


Setu an diforc'h : e aberzh ar Groaz, Jezuz-Krist a varvas evit gwir hag a skuilhas e Wad ; e aberzh an Oferenn avat, anezhań lid-koun an aberzh kent, e tro da aberzhad hep skuilhań e wad. A zo muioc’h, e aberzh ar Groaz en deus em c’hraet dellezek da adprenań ac’hanomp ; e aberzh an Oferenn avat ne ra nemet arverań an dellidoł-se warnomp.


Piv en deus ensavet aberzh an Oferenn santel ?


Jezuz-Krist e-unan an hini en deus ensavet aberzh an Oferenn santel, p’en deus ensavet sakramant an Eukaristiezh er Goan diwezhań.


Evit petra e kinniger da Zoue aberzh an Oferenn santel ?


Peder c'hefridi a zo da da aberzh an Oferenn santel : 1) reiń da Zoue an enor a zleer dezhań ; 2) trugarekaat anezhań evit e holl vadoberoł ; 3) sioulaat e imor ha reiń un digoll a-zoare evit hon pec“hedoł ; 4) evit ma gavimp-ni an holl c'hrasoł hon eus ezhomm anezho.


Ha mat eo mont d’an Oferenn santel bemdez ?


Mat-tre eo mont d’an Oferenn santel bemdez, daoust ma ne vez ket gourc’hemennet.


Petra ober evit tennań frouezh diwar an Oferenn santel a gemerer perzh enni?


Evit tennań frouezh diwar an Oferenn santel a gemerer perzh enni e ranker selaou gant kalz aked ha kalz deoliezh adalek ar penn-kentań betek an diwezh, en ur sońjal e Doue, e Pasion hon Aotrou Jezuz-Krist hag en ur zibunań pedennoł deol.


KENTEL 5: AR BINIJENN

§1. PENAOS PRIENTIŃ AR BINIJENN ; AN ENKLASK A GOUSTIAŃS

Petra eo sakramant ar binijenn ?


Ar Binijenn, a reer ivez ar c'hofez anezhi, a zo ur sakramant ensavet gant Jezuz-Krist evit lemel ar pec“hedoł bet sevenet war-lerc’h ar Vadeziant.


Pegement a draoł a zo ret evit ober ur c'hofez mat ?


Pemp tra a zo ret evit ober ur c'hofez mat : 1) Ober an enklask a goustiańs ; 2) Kaout keuz d'ar pec’hedoł bet sevenet ha kasaat anezho ; 3) bezań mennet start da na seveniń anezho biken ; 4) Kofes(ań) anezho holl ; 5) Ober ar binijenn a vo roet gant ar c’hofesour.


Penaos e reer an enklask a goustiańs ?


An enklask a goustiańs a vez graet dre glask gant aked dirak Doue an holl bec’hedoł graet gant an unan, ha chomet digofez, dre sońj, dre gomz, dre ober ha dre lezober, a-enep da c’hourc’hemennoł Doue hag an Iliz hag a-enep da zeverioł ar stad e vezer enni.


Ha kontań a rankomp niver ar pec’hedoł e-pad an enklask a goustiańs ?


E-pad an enklask a goustiańs e ranker kontań ivez niver ar pec’hedoł marvel.


Evezh a rankomp teurel e-pad an enklask a goustiańs ouzh kendegouezhad ar pec’hedoł ?


Evezh a rankomp teurel ouzh ar c'hendegouezhadoł a gemm natur ar pec’hed, an amveziadoł a ra d’ur pec’hed veniel treiń da varvel.


§2. AR C’HEUZ-BRAS HAG AR YOUL-VAT

Petra eo ar c’heuz-bras a fed pec’hedoł


Un displijadur eus an ene eo. Evezh a rankomp teurel, a ra deomp kasaat ar pec’hedoł hon eus sevenet, hag a venn deomp na seveniń anezho mui.


Evit peseurt abegoł e rankomp kaout keuz ?


Kaout keuz a rankomp peogwir e tennomp warnomp kastizoł an Aotrou Doue dre hor pec'hedoł, met dreist-holl peogwir hon eus anoazet un Doue mat-diharz, hag a zellez bezań karet evitań e-unan a-us da bep tra.


Petra a rankomp ober evit kaout ar c’heuz-bras-se ?


Goulenn a rankomp anezhań digant Doue a-greiz hor c’halon, hag broudań anezhań ennomp dre sońjal en droug bras hon eus graet p’hon eus pec’het.


Pet live ez eus er c’heuz-bras-se ?


Daou live ez eus er c’heuz-bras-se : ar c’heuz-bras peurvat hag an hini amvat.


Petra eo ar c’heuz-bras peurvat ?


Peurvat e vez ar c’heuz-bras pa vezer chalet o vezań anoazet an Aotrou Doue, peogwir eo mat-diharz ha dellezek da vezań karet evitań e-unan ; keuzidigezh a reer ivez eus an doare keuz-bras-se.


Perak e rit peurvat eus ar geuzidigezh-se ?


Peurvat a ran eus ar geuzidigezh evit daou abeg : 1) peogwir e wel madelezh Doue enni hec’h-unan 2) peogwir e ra d'ar pec'hedoł bezań pardonet diouzhtu, daoust ma rankomp kofes anezho evelkent.


Petra eo ar c’heuz-bras amvat, a reer ivez damgeuz anezhań ?


Ar c’heuz-bras amvat, a reer ivez damgeuz anezhań, a zo ennomp pa vezomp chalet gant bezań anoazet Doue ar Barner emveliek, dre aon neuze rak ar c’hastizoł a dennomp warnomp er bed-mań hag er bed all.


Hag a-walc’h eo an damgeuz evit bezań pardonet ?


A-walc’h eo an damgeuz evit bezań pardonet, gant ma vo roet an absolvenn gant ar beleg.


Peseurt droug a reer pa bec’her ?


Pa bec’her ez-marvel, an droug pennań a zo hemań : dre ar pec'hed e koller gras Doue hag ar baradoz ; talvezout a ra deomp kastizoł an ifern hag anoaziń a reomp Doue, hon Aotrou hag hon Tad, en deus skuilhet kement a vadelezhioł warnomp, a gar ac’hanomp kement, hag a zo dezhań ur gwir diharz da vezań karet dreist da bep tra, ha servijet feal.


Ar c’heuz-bras a rank talvezout evit an holl bec’hedoł ?


Ya, ar c’heuz-bras a rank talvezout evit an holl bec’hedoł marvel a zo bet sevenet.


Pa ne gofeser nemet pec’hedoł veniel, hag ezhomm ez eus da gaout keuz-bras evit an holl anezho ?


A-walc’h eo kaout keuz-bras evit darn anezho evit ma vo gwiriek ar c'hofez ; evit ma vint pardonet holl avat e ranker kaout keuz evito holl.


Petra eo ar youl-vat ?


Ur mennad start da na bec’hiń mui, ha tec’hout koustet a gousto eus ar pec’hed eo ar youl-vat.


§3. AN EMDAMALL : ANZAV AR PEC’HEDOŁ

Petra eo kofes ar pec’hedoł ?


Kofes ar pec’hedoł a zo emzamall anezho dirak hor c'hofesour evit resev an absolvenn hag ar binijenn.


Pe bec’hedoł a vezer rediet da gofes anezho ?


An holl bec’hedoł marvel a vezer rediet da gofes anezho ; met mat eo ivez kofes ar re veniel.


Penaos e rankomp kofes hor pec’hedoł marvel ?


Hor pec'hedoł marvel a rankomp kofes en ur spisaat an niver anezho, an doare hag an amveziad, a c’hall ober d’ur pec’hed veniel treiń da varvel.


Petra a rank ober unan bennak na vir ket sońj mat diouzh niver ar pec’hedoł bet sevenet gantań ?


Unan bennak na vir ket sońj mat diouzh niver ar pec’hedoł bet sevenet gantań a rank lavaret an niver tostań d’ar wirionez.


Ha mat e vije kofezadur unan bennak n’en dije ket lavaret an holl wirionez ouzh e gofeser, dre vezh ?


Unan bennak n’en dije ket lavaret ar wirionez d’e gofesour, en dije tavet war ur pec’hed marvel, n’en dije ket lavaret un niver a bec’hedoł anavezet gantań, pe n’en dije ket meneget kendegouezhadoł pouezus, kement-se holl dre vezh, en defe graet ur sakrilaj neuze.


Petra a rank ober unan bennak a oar ne oa ket mat e gofezadur ?


Nep a oar ne oa ket mat e gofezadur a rank aadober ar c'hofezadurioł graet fall, ha reiń da c’houzout ivez, peseurt sakrilaj pe sakrilajoł a zo bet graet.


Ha mat e vefe kofezadur unan bennak en defe ankounac’haet hepmuiken menegiń ur pec’hed marvel ?


Mat eo kofezadur unan bennak en defe ankounac’haet hepmuiken menegiń ur pec’hed marvel, gant ma vo bet sirius an enklask a goustiańs ; rediet eo koulskoude emzamall eus ar pec’hed-se d'ar c'hofezadur war-lerc’h.


Penaos en em ginnigit d’ar c’hofesour ?


Daoulinań a ran, ha lavarout : “Bennigit ac’hanon, ma Zad, peogwir em eus pec’het” ; sin ar groaz a rin neuze.


Petra a lavarit war-lerc’h bezań bet graet sin ar groaz ?


War-lerc’h bezań bet graet sin ar groaz e lavaran : “Kofes a ran d’an Aotrou Doue hollc’halloudek, da’r Werc’hez Vari gwenvidik, ha deoc’h-c’hwi ivez, ma Zad, peogwir em eus pec’het.” War-lerc’h en em zamallan eus ma fec’hedoł.


Un dra vat eo em zamall eus ur pec’hed grevus er vuhez tremenet ?


Ya, dreist-holl mar d-eo veniel an holl bec’hedoł all ; e-giz-se e vo aesaet ar c’heuz-bras, ha keneve d’ar c’heuz-bras e vefe diwiriek an absolvenn.


Petra a rit p’hoc’h eus echuet emzamall eus ho pec’hedoł ?


P’am eus echuet em zamall eus ma fec’hedoł, e selaouan gant doujańs ouzh ar pezh a vez lavaret din gant ar c’hofesour, ar binijenn a zegemeran gant ur c’hoant diles da seveniń anezhi, ha pa ro din an absolvenn santel, e adlavaran din-va unan em c’halon ar c’heuz am eus.


Petra a chom d’ober pa-z eo bet roet an absolvenn deoc’h ?


Pa-z eo bet roet an absolvenn din, e trugarekaan an Aotrou Doue, e ran ma finijenn an abretań ar gwellań, hag ober a ran diouzh an alioł bet roet din gant ma c’hofesour.


§4. AN ABSOLVENN HAG AN DIC'HAOUIŃ

Petra eo an absolvenn ?


Ur varnadenn distaget gant ar beleg en anv Jezuz-Krist, a lam pec’hedoł an hini en deus kofeset, setu petra eo an absolvenn.


Petra eo an dic'haouiń, a reer ivez pinijenn anezhań ?


An dic'haouiń, a reer ivez pinijenn anezhań, a zo ur bedenn pe un oberenn vat all, a vez lakaet gant ar c’hofesour war ar penedour evit ma vo peurlamet e bec’hedoł.


Pegoulz e ranker ober ar binijenn sakramantel ?


An abretań ar gwellań, ma n’eo ket bet spisaet gant ar c’hofesour.


Ha mat eo kofes alies ?


Kofes ur wech ar miz d’an nebeutań a zo mat ; nep avat a oar emań e stad a bec’hed marvel a rank hastań muioc’h.


KENTEL 6 : AN NOUENN

Petra an Nouenn ?


An Nouenn (a vez graet “Eoul Santel” anezhi gant an Italianed) a zo ur sakramant bet ensavet evit divec’hiań ar re glańv e dańjer a varv, en o spered hag en o c'horf zoken.


Pe efedoł a zo d’an Nouenn ?


Amań da heul efedoł an Nouenn : 1) Kreskiń a ra ar c’hras santelaat ; 2) Diverkań a ra ar pec’hedoł veniel, hag ivez ar pec'hedoł marvel na c’hellfent mui bezań kofeset ; 3) lemel a ra ar wanded hag ar seurt langiz-se, a chom siwazh zoken pa-z eo bet pardonet ar pec’hedoł ; 4) reiń a ra an nerzh da c’houzańv an droug gant pasianted, da zerc’hel ouzh an temptadurioł ha da vervel en un doare santel ; 5) sikour a ra ar c’horf da adkavout e yec’hed, mar d-eo talvoudus evit silvidigezh hon ene.


Pegoulz e ranker resev an Nouenn ?


Pa vez dańjerus ar c’hleńved e ranker resev an Nouenn, hag ivez, kement ha ma c’heller, war-lerc’h bezań bet resevet sakramantoł ar Binijenn hag an Eukaristiezh, ha pa vezer gant e skiant-vat c’hoazh.


KENTEL 7 : AN URZH

Petra eo sakramant an Urzh ?


An Urzh a zo ur sakramant a ro ar galloud da seveniń ar c’hefridioł sakr stag ouzh azeulerezh Doue ha silvidigezh an eneoł, ha lezel a ra war ene an hini a resev anezhań merk maodiern Doue.


Peseurt pal a rank bezań mennet gant unan bennak a ya da veleg ?


Nep a ya da veleg ne rank mennout pal all ebet estreget klod Doue ha silvidigezh an eneoł.


Ha gallout a reer dibab drezor an-unan ar stad a veleg ?


Den ebet ne c’hall dibab drezań e-unan ar stad a veleg ; ret eo bezań galvet gant Doue.


Neb a yafe da veleg hep galvedigezh a rafe gaou d’an holl neuze ?


Neb a yafe da veleg hep galvedigezh a rafe ur gaou spontus d’an holl, ha war var e vefe da vezań daonet.


Pe deverioł o deus ar fideled e-keńver ar re a zo galvet da vont da veleien ?


Ar fideled a rank : 1) lezel gant o mibion ar frankiz klok da respont da c’halvedigezh Doue ; 2) Pediń an Aotrou Doue da reiń d’e Iliz pastored vat ha maodierned c'hredus , evit se ivez eo bet ensavet yunoł ar Pevar-Amzer ; 3) bezań doujus-meurbet ouzh an holl re a zo bet beleget e servij Doue.


KENTEL 8 : AR BRIEDELEZH

Petra eo sakramant ar Briedelezh ?


Ar Briedelezh a zo ur sakramant ensavet gant Jezuz-Krist Hon Aotroł, ha stardań a ra un unaniezh santel ha didorradus etre un den hag ur vaouez, reiń a ra dezho gras da garout an eil egile ez-santel, ha desevel o bugale ez-kristen.


Un dra bennak arbennik a vez aroueziet gant sakramant ar Briedelezh ?


Unaniezh Jezuz-Krist gant an Iliz santel, e wreg hag hor mamm karantezus-meurbet, a vez aroueziet gant sakramant ar Briedelezh.


Ar re a resev sakramant ar Briedelezh a rank bezań e stad a c’hras ?


Ya, ar re a resev sakramant ar Briedelezh a rank bezań e stad a c’hras d’ar mare ma resevont anezhań, a-hend-all eo ur sakrilaj.


Penaos kaout sakramant ar Briedelezh ?


Gant lidoł an Iliz santel, etre daou gristen, nemetken e vez gwiriek hag aotreet sakramant ar Briedelezh.


PEMPVET RANN : AR VERTUZIOŁ DOUEONIEL

KENTEL NEMETI : AR VERTUZIOŁ DOUEONIEL

§1. AR FEIZ

Pe vertuzioł a zo ret d’ur c'hristen evit e silvidigezh ?


Teir vertuz a zo ret d’ur c'hristen evit e silvidigezh : ar Feiz, an Esperańs hag ar Garantez.


Petra eo ar Feiz ?


Ar Feiz a zo ur vertuz dreist-naturel, en hon ene a-vihanik, a ra deomp em harpań war aotrouniezh Doue ha krediń evel gwir kement a zo diskuliet deomp gantań dre hanterouriezh e Iliz.


Penaos e anavezomp ar gwirionezioł diskuliet gant an Aotrou Doue ?


Gant an Iliz santel ha difaziadus e anavezomp ar gwirionezioł diskuliet gant an Aotrou Doue. Da lavaret eo : gant ar Pab, susitour Sant Per, gant an Eskibion, susitourion an Ebestel, anezho tud bet kenteliet gant Jezuz-Krist e-unan.


Ha difaziadus eo ar Pab ?


Ya, difaziadus eo ar Pab kenkoulz hag an Iliz, pa vez o komz evel pastor ha doktor d’an holl gristenion, hag o termenań ar gwirionezioł a-fed feiz pe divez.


Ha gallout a reomp kompren an holl wirionezioł bet diskuliet ?


Ne c’hellomp ket kompren an holl wirionezioł bet diskuliet, rak lod anezho a zo misterioł.


Petra eo ur mister ?


Ur mister a zo ur wirionezenn a feiz na c’hall ket bezań peurgomprenet gant hor poell.


Perak e rankomp krediń e gwirionezioł ar feiz ?


Peogwir ez int bet diskuliet deomp gant an Aotrou Doue, peogwir e vezont kinniget deomp dre hanterouriezh e Iliz santel.


Hag a-walc’h eo, evit bezań salvet, krediń en holl wirionezioł a feiz war un dro, en un doare diresis ha gant nebeut a evezh ?


Evit bezań salvet n’eo ket a-walc’h krediń en holl wirionezioł a feiz war un dro, en un doare diresis ha gant nebeut a evezh, rak darn eus ar gwirionezioł-se a rank bezań kredet dre un akt a Feiz a-ratozh hag arbennik : evel da skouer Unanded ha Treinded Doue, Enkorfadur ha marv hor Salver.


E pelec’h e vez renablet ar gwirionezioł pennań bet diskuliet gant an Aotrou Doue d’e Iliz santel ?


Ar gwirionezioł pennań bet diskuliet gant an Aotrou Doue d’e Iliz santel a zo renablet e simbol an Ebestel, a vez graet Kredo anezhań gant ar bobl.


§2. AN ESPERAŃS

Petra eo an Esperańs ?


An Esperańs a zo ur vertuz dreist-naturel, en hon ene a-vihanik, a ra deomp hirvoudiń ha gortoz ar vuhez treamzerel prometet gant an Aotrou Doue d’ar re a servij anezhań, hag ivez ar sikourioł evit tizhout ar pal-se.


Petra a ro deomp goanag ar baradoz hag ar sikourioł evit degouezhout ennań ?


Goanag a c’hellomp kaout er baradoz hag er sikourioł evit degouezhout ennań, rak dre zellidoł Jezuz-Krist eo bet prometet gant an Aotrou Doue d’ar re E servij a greiz-kalon, hag hollfeal hag hollc’halloudus ma-z eo, e talc’h bepred d’e bromesaoł.


§3. AR GARANTEZ

Petra eo ar Garantez ?


Ar Garantez a zo ur vertuz dreist-naturel, en hon ene a-vihanik, a ra deomp karout an Aotrou Doue evitań e-unan dreist da bep tra, ha karout hon nesań eveldomp hon unan, en anv ar garantez ouzh an Aotrou Doue.


Perak e rankomp karout an Aotrou Doue ?


An Aotrou Doue a rankomp karout peogwir eo ar Mad uhellań, peurvat ha diharz, hag ivez abalamour d’ar gourc’hemenn a ro deomp d’henn ober, hag evit ar madelezhioł divent a resevomp eus e berzh.


Perak e rankomp karout an nesań ?


An nesań a rankomp karout en anv ar garantez ouzh an Aotrou Doue, peogwir e vez gourc’hemennet deomp henn ober gant an Aotrou Doue ha peogwir ez eo nep den skeudenn Doue.


Ha rediet e vezomp da garout hon enebourion zoken ?


Ya, rediet e vezomp da garout hon enebourion zoken, rak int ivez a zo nesań deomp, ha peogwir eo bet gourc’hemennet a-ratozh gant Jezuz-Krist.


§4. AN AKTOŁ A FEIZ, A ESPERAŃS HAG A GARANTEZ

Hag aktoł a feiz, a esperańs hag a garantez a rankomp ober ?


Ya, aktoł a feiz, a esperańs hag a garantez a rankomp ober, kerkent ha m’emaomp en oad poellań, en degouezhioł-mań : pa vezomp e dańjer a varv, alies e-pad ar vuhez, dreist-holl p’hor bez ezhomm anezho evit trec’hiń war un temptadur bennak pe seveniń un dever kristen bennak.


Ha mat eo dibunań an aktoł a Feiz, a Esperańs hag a Garantez ?


Ya, mat-tre eo dibunań alies an aktoł a Feiz, a Esperańs hag a Garantez, rak evel-se e c’hall ur c’hristen 1) mirout aesoc’h ar vertuzioł ret-holl-se ; 2) kreńvaat ha lakaat anezho da greskiń ; 3) diskouez anezho en diavaez ; 4) Gounez kalz a induljańsoł.


Hag a-walc’h eo lavarout an aktoł-se a-veg ?


Ket, n’eo ket a-walc’h lavarout an aktoł-se a-veg nemetken ; ret eo sachań ivez evezh ar spered ha deoliezh ar galon.


Ha gallout a reomp seveniń an aktoł-se hag an oberoł all a vertuz kristen evel m’eo dleet, drezomp hon-unan ?


Drezomp hon unan ne c’hallomp ket, ezhomm hon eus gras an Aotrou Doue, a vez roet dalc’hmat da neb a c’houlenn anezhi a-greiz e galon.


A-ziwar an teir vertuz-se, Feiz, Esperańs ha Karantez , pehini an hini gwellań ha pouezusań ?


Ar Garantez eo an hini gwellań ha pouezusań, peogwir e vez degaset dalc’hmat ganti ar c’hras santelaat, a unan ac’hanomp ouzh an Aotrou Doue hag a ra deomp bezań dellezek ouzh ar baradoz.


Peseurt prouenn a zo d’ar Garantez ?


Prouet eo ar Garantez pa senter ouzh gourc’hemennoł an Aotrou Doue ha pa gaser da benn oberennoł a drugarez.


Pet oberenn a drugarez ez eus ?


Pevarzek oberenn a drugarez ez eus, seizh korfel ha seizh speredel.


Petra eo an oberennoł a drugarez korfel ?


Sed amań rollad an oberennoł a drugarez korfel : reiń da zebriń d’ar re o devez naon ; reiń da evań d’ar re o devez sec’hed ; gwiskań ar re a zo en noazh ; reiń bod d’ar veajourion ; gweladenniń ar re glańv ; gweladenniń ar brizonidi ; sebeliań ar re varv.


Petra eo an oberennoł a drugarez speredel ?


Sed amań rollad an oberennoł a drugarez speredel : reiń alioł d’ar re o devez ezhomm anezho ; sklerijennań ar re zizesk ; ober trouz d’ar re a bec’h ; frealzań an dud reuziet ; pardonań an anoazadoł ; gouzańv an dud displijus gant pasianted ; pediń evit ar re vev hag ar re varv.